Scribus

Eus Wikipedia
Scribus
Diorroer The Scribus Team
Stumm diwezhañ 1.4.8
Endro Lies-savenn
Yezhoù Liesyezhek (brezhoneg, saozneg, galleg hag all)
Skrivet e C++ (areg) (Qt)
Lañvaz GNU General Public License
Lec'hienn web www.scribus.net

Ur meziant pajennaozañ ameilet dre urzhiataer (PAU) eo Scribus. Dasparzhet eo dre lañvaz GPL ha disgoust eo. Handelvoù evit Linux, Unix, Mac OS X pe Windows zo hegerz bremañ. Arc'hwelioù liesseurt uhel o live zo da Scribus, evel re a gaver gant meziantoù kenwerzhel all.

Ijinet eo bet Scribus evit ar pajennaozañ azasaus hag evit prientiñ teulioù o ferzhed vicherel. Krouet e vez gantañ kinnigadennoù ha furmskridoù PDF fiñv hag etrewezhiat. Kelaouennoù, kraflevrioù, skritelloù ha levrioù a vez savet gant Scribus.

Skoret eo gant Scribus an darn vuiañ eus ar mentrezhioù kevregat pouezusañ mui an SVG (Scalable Vector Graphics : Kevregadoù Sturiadel Skeulaus, KSS). En o zouez ez eus al livioù SMMD hag ardoadur al livioù ICC (Integrated Communications Controller : Reolerezhioù Kehentiñ Enframmet, RKE). Arveret e vez e muioc'h eget 24 yezh, ar brezhoneg en o zouez abaoe an handelv 1.3.4.

Gannet eo, gant PDF, an treuzweluster, ar rinegañ hag ur spletad ledan eus erspizadurioù evit PDF 1.4 evel PDF/X3, o c'hannañ maeziennoù furmskridoù PDF etrewezhiat, notennadurioù ha sinedoù.

Savet eo diwar XML, e vo enporzhiet testennoù diouzh restroù o mentrezh OpenDocument pe restroù RTF, Microsoft Word .doc, ha HTML ken mat all.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]