Schiarazula marazula

Eus Wikipedia

Schiarazula marazula zo un dañs eus Frioul, en Italia, anavezet abaoe ar bloavezhioù 1500 d'an diwezhatañ. En ul lizher flatrañ d'an ofis santel e 1624 e weler e beze dañset gant ar maouezed da c'hervel ar glav e Blancjade, frazione eus Palazzolo dello Stella.


Un ton, hag a vije bet savet gant Giorgio Mainerio (1535-1582), zo brudet abaoe ma'z eo bet sonet gant Angelo Branduardi en e oberenn Ballo in Fa diesis minore en e albom La pulce d'acqua.


Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]