Saul Bellow
Eus Wikipedia
Saul Bellow a oa ur skrivagner ganet e Kebek e 1915 en ur familh yuzevien eus Rusia.
Aet eo da chom d'ar Stadoù-Unanet goude marv e dad e 1924.
Romantoù, evel Herzog pe Humboldt's gift (Donezon Humboldt), a ya d'ober lodenn vrasañ e oberennoù. Savet en deus ivez pezhioù-c'hoari ha troet oberennoù Isaac Bashevis Singer.
Bet en deus ar priz Pulitzer ha priz Nobel al lennegezh e 1976.
Marvet eo er Massachusetts e 2005.