Saskia van Uylenburgh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Saskia van Uylenburgh
Saskia poltredet evel Flora.
Ti Rembrandt, Jodenbreestraat, Amsterdam.
Poltred Saskia e 1643. Bloaz goude he marv enta.

Saskia van Uylenburgh ( 2 a viz Eost , 1612 - 14 a viz Mezheven, 1642) a oa pried al livour izelvroat Rembrandt van Rijn, ha patrom un toullad mat eus e daolennoù ha tresadennoù.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e Leeuwarden, e Bro-Friz. Eizhvet ha diwezhañ bugel Rombertus van Uylenburgh, e oa. Alvokad a renk uhel ha bourkmestr e oa he zad, ha diazezer skol-veur Franeker. Mervel a reas he mamm, Sjoukje Ozinga, pa oa 12 vloaz, hag he zad 5 bloaz war he lerc'h.

E 1625 e tegouezhas he c'henderv Hendrick van Uylenburgh eus Polonia da Amsterdam. Livour ha marc'hadour taolennoù e oa, ha dre e hanterouriezh eo e reas anaoudegezh gant danvez he fried, Rembrandt.
Eureudet e voent d'an 22 a viz Mezheven 1634 e Het Bildt, e-lec'h ma oa bet savet Saskia gant he c'hoar Hiskje hag he breur-kaer Gerard van Loo. Ur c'hoar all dezhi, Antje, a varvas en yaouank. War-lerc'h an obidoù e sikouras Saskia he breur-kaer, Johannes Maccovius, ur c'helenner polonat a gelenne doueoniezh e Franeker. Berzh a reas Rembrandt ha gounit a reas un tamm brav a arc'hant, ma tilojas da vont da chom d'un ti bras er Jodenbreestraat e 1639, tostik da ziskouezva he c'henderv er c'harter yuzev, ma emañ Mirdi Rembrandt hiziv. Tri eus o bugale a varvas e berramzer goude bout ganet. D'an 22 a viz Gwengolo 1641 e c'hanas Saskia ur mab anvet Titus, diwar anv e voereb Titia (Tietje) van Uylenburgh. Mervel a reas Saskia er bloaz goude, marteze gant an droug-skevent. Beziet e voe en Oude Kerk (iliz kozh). Ur pennad goude, e roas Rembrandt braverioù ha gwalinier Saskia da Geertje Dircx, pezh na blijas ket nemeur d'an tiegezh Uylenburgh. Un toullad bloavezhioù goude e kredas Geertje e oa Rembrandt o vont da zimeziñ ganti, met neuze en dije kollet an hêrezh deuet a-berzh Saskia. Pan eas kuit Geertje ha pa glaskas gwerzhañ ar braverioù e reas Rembrandt prosez dezhi, ken e lakeas anezhi da vezañ kraouiet da di ar re sot da gêr Gouda.


Poltred Saskia, gant Carel Fabritius, diwar un daolenn gant Rembrandt.

Mammskrid[kemmañ]

  • Graaff, A. & M. Roscam Abbing (2006) Rembrandt voor Dummies. Addison Wesley.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.