Salto Ángel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Salto del Angel
Salto Angel gwelet eus harz ar menez
Karr-nij Jimmy Angel, en aerborzh Ciudad Bolívar, e Veneuela

Salto Angel, pe Salto del Angel eo anv an uhelañ lamm-dour zo er bed, e Venezuela, 979 m dezhañ, war ar stêr Rio Carrao, e sterva an Orinoko, e stad Bolívar, e kornad La Gran Sabana, e lein un tepuy anvet Auyan Tepuy, ur menez serzh ken -ha-ken, ha plaen en nec'h, ha.

An anv[kemmañ]

Ne deu ket an anv eus ael ebet, met eus anv ur sturier karr-nij stadunanat, Jimmie Angel.

Istor[kemmañ]

Lavaret e vez e voe deskrivet al lec'h gant ar merdeer saoz Walter Raleigh er XVIvet kantved met kred n'eus ket nemeur en istor-se.[1] Gwelet e voent e 1912 gant ar Venezuelad Ernesto Sanchez La Cruz, met ne vrudas ket e gavadenn. Anavezet e oa al lamm-dour gant un toullad broiz eta goude ma ne oa ket brudet.

Jimmie Angel[kemmañ]

Dianav e oant d'ar bed-holl neuze a-raok tremen Jimmie Angel[2][3], ur sturier karr-nij stadunanat a deuas gant ur c'harr-nij d'ar 16 a viz Du 1933 pa oa o klask ul lec'h da furchal evit kavout aour.

E 1937 e teuas Jimmy Angel en-dro hag e klaskas leuriañ e nijell war ar gompezenn. Sac'het e chomas an ardivink, hag eno e vanas e-pad 33 bloaz, e lein an tepuy. A-benn neuze e voe adkemeret, kempennet, ha bremañ emañ war ziskouez e mirdi kirri-nij Maracay.

11 deiz e voe Jimmy Angel o tistreiñ en-dro d'ar sevenadur . Un eiladur eus e garr-nij zo bet lakaet e lein an tepuy[4].

Anavet a bell zo e oa al lec'h gantan Indianed Pemoned, ha Kerekupai-merú a raent anezhañ.

Notennoù[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Dictionnaire illustré des merveilles naturelles du monde, Reader's Digest, 1982

Liamm diavaez[kemmañ]