Saint-Domingue (trevadenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Saint-Domingue a lare ar C'hallaoued eus Hispaniola peurvuiañ.
Ti un trevadenner e Saint-Domingue.

Saint-Domingue a oa un drevadenn c'hall e kornôg Enez Hispaniola, krouet e 1627 hag a badas betek miz Genver 1804: neuze e voe savet ur republik dizalc'h anvet Republik Haiti, goude ur brezel etre soudarded Napoleone Buonaparte hag ar vorianed emsavet kaset gant Toussaint Louverture.

An anv[kemmañ]

Dont a ra an anv Saint-Domingue eus gallekadur an anv spagnolek Santo Domingo (ma vije bet troet ervat e vije bet Saint-Dominique).

Istor[kemmañ]

Betek deroù ar bloavezhioù 1680 ne oa Saint-Domingue nemet ul lec'h-repu d'ar vorlaeron (pe flibisterien) deuet war-dro 1660 eus Enez La Tortue, tostik d'an aod anezhi, er biz, pe eus an Île-à-Vache, tost d'an aod gwalarn. Di e teue boukanerien, abaoe pell, da chaseal ejened gouez.

Etre 1678 ha 1700 e klaskas ar c'houarnerien c'hall dizarmañ ar flibisterien ha diorren un armerzh plantadegoù.

Adalek 1720 e oa deuet Saint-Domingue da vezañ kentañ gounezer sukr-kann. E-kreiz an XVIIIvet kantved e veze ezporzhiet ganti kement a sukr ha gant an holl inizi saoz. Ouzhpenn-se e veze kaset di an darn vrasañ eus sklaved ar morianeta gant ar c'henwerzh tric'hornek. A-raok an Dispac'h gall e talveze gwerzh madoù dornoberiet da Saint-Domingue kement hag un drederenn eus an eporzhiadurioù gall.

Pourvezerez kig er XVIIvet kantved[kemmañ]

Entre 1600 ha 1630 e tiazezas an troiadoù preizhañ hag a veze graet adalek Europa betek neuze, er Mor Karib, en takadoù dilezt gant ar Spagnoled, evel an Île-à-Vache, La Tortue, pe aod gwalarn Saint-Domingue. Dilezet e oa bet loened gant an alouberien spagnol, kezeg, saout, chas, hag ar re-se a veve en o frankiz ha preizhoù aes e oant d'ar voukanerien.

Da gentañ e teuas ar voukanerien da chom war-dro ar c'hab Monte-Christo, en hanternoz, a zo bremañ war an harzoù entre Haiti hag ar Republik Dominikan. Goude e Port-de-Paix ha Petit-Goâve hag en enezennig Port-Margot.

Deroù an trevadennerezh gall[kemmañ]

Kartenn gant Nicolas de Fer (1646-1720).
Kartenn saoz eus Indez ar C'hornôg.

Goude dizoloet en 1492 gant Kristof Koulm e voe trevadennet an enez gant ar Spagnoled. Aour an hini a glaskent. War-dro 1530 e teuas ar metal melen da vout ral, ha dilezet e voe kornôg an enez gant ar Spagnoled, ma teuas da vezañ repu ar vorlaeron, Gallaoued pe Saozon pe Izelvroiz koulz hag all.

En desped da strivoù ar roue Felipe III a-enep ar breizherien e chomas ar voukanerien en enez. Tamm-ha-tamm, etre 1627 ha 1654, ne chomas nemet Gallaoued ken, ha lakaat a rejont o c'hrabanoù war enez La Tortue e gwalarn Hispaniola, ha war an Île-à-Vache er mervent a-raok sevel kêrioù war an douar bras: Petit-Goave en 1654, Port-de-Paix en 1666 ha Cap Français en 1670.

Gant feur-emglev Ryswick en 1697 e voe anavezet mestroni Bro-C'hall, gant Spagn, war drederenn gornôg an enez. A-raok donedigezh ar Spagnoled e oa distank a-walc'h an Indianed Arawak.

Boukanerien, flibisterien, preizherien-vor[kemmañ]

Kardinal Richelieu a erruas e penn ar galloud er Rouantelezh c'hall en 1623 hag a glaskas reiñ da Vro-C'hall un impalaeriezh drevadennel. Jean Cavelet, aotrou Herteley, a oa den a fiziañs e-keñver Richelieu hag unan eus renerien ar gompagnunezh anvet Compagnie de Saint-Christophe, a arc'hantas obererezh flibistiñ Pierre Belain d'Esnambuc war un dro gant Urbain de Roissey, aotrou Chardonville. Testeniekaet eo bezañs Gallaoued eno er mareoù-se gant dihelloù skrivet e La Tortue, a oa ul lec'h a-bouez dre abegoù emzifenn, hogen chom a ra roudoù eus bezañs Gallaoued Saint-Domingue ivez, ha liammoù a oa etre an daou arvor, a oa repu a bep eil hervez an ezhomm.

Bloavezhioù 1629 - 1665[kemmañ]

Adal Enez Sant-Kristof e krogas ar C'hallaoued da vont d'en em ziazezañ da inizi Martinik ha Gwadloup, hag ivez pelloc'h war-du ar c'hornôg, da Enez La Tortue, hogen en un doare amofisieloc'h, abalamour d'an tost ma oa domani an Impalaeriezh spagnol, a glaske lakaat he c'hrabanoù warni ivez.

  • En 1629 e oa bet kaset kuit Pierre Belain d'Esnambuc ha Pierre Vadrosque eus Enez Sant-Kristof ha mont a rejont da chom da Enez La Tortue a deuio da vout lec'h emgav ar flibisterien saoz, gall hag izelvroat, tra ma veze pourvezet kig dezho gant boukanerien (Breudeur an Aod).
  • En 1630 e voe adkemeret La Tortue gant ar Spagnoled, kaset gant Don Fadrique de Toledo. Kaset e voe ar flibisterien kuit, ha mont a rejont da repuiñ da Enez Hispaniola. Dilezet e voe an enez gant ar Spagnoled, ha roet d'ar Saozon a adanvas anezhi « Isle of Association ».
  • En 1632 e voe anvet Anthony Hilton da c'houarnour an enez.
  • En 1635 e voe kemeret lec'h Anthony Hilton gant Nicholas Riskinner, hag a varvas tostik goude. Ne ra ket berzh implij ar sklaved, a zo en o frankiz. Bec'h a sav etre an drevadennerien saoz hag ar C'hallaoued a zo deuet en-dro.
  • En 1638 e teu en-dro un armead Spagnoled gant Don Íñigo de la Mota, hag arsailhat a reont an trevadennoù morlaeron (Gallaoued hag Izelvroiz mesk-ha-mesk) e La Tortue.
  • En 1639 e tegouezh trevadennerien saoz nevez en Enez La Tortue, deuet eus Barbados, hag en o fenn Robert Flood, evit gounit butun.
  • En 1640 e voe kemeret an titl a c'houarnour gant an hugunod François Levasseur, a lakaas sevel ar c'hreñvlec'h anvet Le fort de La Roche war ur roc'h a-us d'ar porzh e kreisteiz an enez ha kazarnioù ma c'halled reiñ bod da dri c'hant den. Kleuziet e voe sanailhoù da ziwall ar poultr, ha staliet kanolioù. Er bloaz goude e kasas kuit an drevadennerien saoz, met mirout a reas ar vorlaeron saoz hag izelvroat.
  • En 1642 e voe aotreet marc'had ar sklaved gant ar roue gall Loeiz XIII.
  • En 1648 e teuas un arme saoz da glask kemer La Tortue, hogen diarbennet e voe gant soudarded Levasseur.
  • En 1650 e lakaas Levasseur dont kantadoù a c'histi eus Europa, evit lakaat fin d'an darempredoù heñvelrevat (anvet « matelotage ») etre ar vorlaeron ha boukanerien.
  • En 1651 e roas Loeiz XIV un toullad inizi da c'houarn da Urzh Sant Yann Jeruzalem, pe Urzh Malta, hag en o zouez La Tortue. Louis d'Ache, marc'heg Fontenay, zo anvet da c'houarnour.
  • En 1652 e voe lazhet Levasseur, abalamour d'e relijion moarvat, ha rannet e voe e hêrezh etre e zaou letanant, Thibault ha Martin Poincy, hag ar marc'heg Fontenay.
  • En 1654 e rankas Fontenay kodianañ d'ar Spagnol Don Gabriel Rozas de Valle Figueroa, goude difennet an enez gant enor. Kuit ez eas ar vorlaeron da repuiñ da Petit-Goâve en arvor kornôg « douar-bras » Hispaniola ma voe adsavet o Republik flibisterien gant tavarnioù, sanailhoù marc'hadourezh, labourioù aveiñ.

Bloavezhioù 1666 - 1670[kemmañ]

Er bloavezhioù-se e krog an emglev kozh etre ar voraerien c'hall (kalz a brotestanted en o zouez), saoz hag izelvroat, a-enep Spagn gatolik, da frailhañ.

  • En 1666 e weler Jean Bart oc'h en em gannañ war al lestr Sept-Provinces, dindan an amiral Michiel de Ruyter, penn-bras ar morlu izelvroat, a-enep ar Saozon.

Bloavezhioù 1670 - 1684[kemmañ]

Kentañ marevezh bras ar sukr en Antilhez gall, darvoud a bouez en istor Martinik ha Gwadloup.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Paul Butel, Histoire des Antilles Françaises XVIIe - XXe siècle, Perrin 2002 (ISBN 2-262-01540-6)