Boukaner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur boukaner (titl : Buccaneer of the Caribbean) ijinet gant Howard Pyle, en e levr Howard Pyle's Book of Pirates

Ur boukaner (eus boukan, grilh pe kloued koad, kig mogedet e rannyezh indianed an Inizi Karib) a zo da gentañ penn anv ur chaseour a chasee ejened gouez e koadoù Enez Hispaniola (Saint-Domingue gouez d'ar C'hallaoued) pe en ouf Campeche, war douar-bras Amerika, e ledenez Yucatán, hag a voukane (da lavaret eo sec'hiñ ha mogediñ) ar c’hig anezho. En enez La Tortue e werzhent o marc'hadourezh avat pa ne deue ket ar brenerien d'o bete.

Ledanaet e voe implij ar ger, hag e voe implijet evit taolenniñ an holl vorlaeron a voe kavet stank en Amerika. Al lod brasañ anezho a oa kantreidi c’hall pe norman hag en em stalias en enezenn e dibenn ar XVIvet kantved, padal e oa perc’hennet Saint-Domingue gant ar Spagnoled. Eno e prientent krec’hin an ejened hag e werzhent anezho en Europa. Daoust ma voe peurlazhet an holl ejened-se gant ar Spagnoled e chomas boukanerien en enezenn hag e krogjont da breizhata war vor. Ma c'hoarveze dezho kemer perzh en un ergerzhadeg bennak, ne oa ket o obererezh pennañ avat.
Ur gouarnour gall a voe kaset war al lec’h e 1665.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.