Rouantelezh Hannover
Rouantelezh Hannover zo ur rouantelezh en Bro Hannover, en Alamagn, hag a badas eus 1814 da 1866.
Istor [kemmañ]
E 1813 e voe adsavet ar briñselezh a oa bet diskaret gant Napoleone Buonaparte. E miz Here 1814, e Kendalc'h Vienna, e teuas da vout Rouantelezh Hannover, evit lakaat ar roue saoz George III da vout a-renk gant roue Württemberg. E Kendalc'h Vienna e voe aozet un eskemm douaroù etre Hannover ha Prusia, ha gant-se e c'hallas Hannover kreskiñ un tamm mat. Hannover a dapas Eskopti Hildesheim, Frizia ar Reter, Kontelezh Izel Lingen, ha hanternoz eskopti Münster. Koll a reas lodennoù eus Dugelezh Lauenburg e lez dehoù an Elbe, ha tachennoù bihan er reter.
An unaniezh personel gant ar Rouantelezh Unanet a voe lakaet da fin e 1837 pa voe anvet Victoria da rouanez, rak abalamour d'al lezenn salek a dalveze en Hanover n'halle ket ur vaouez ren ma oa paotred vev en tiegezh (in the United Kingdom, a male only took precedence of his own sisters). E-kerzh ar brezel etre Aostria ha Prusia e 1866 e voe staget Hannover ouzh Rouantelezh Prusia hag e teuas da vout Proviñs Hannover.
Rouaned Hannover [kemmañ]
| Poltred | Anv | Date | Notes |
|---|---|---|---|
| George III | 1814–20 | George III a oa kollet e spered gantañ, ha gant e vab George, Priñs Kembre, (a vo George IV) e oa renet Bro-Saoz, hervez ar British Regency. En Hannover avat eo ar priñs Adolphus, Dug Cambridge a oa bet lakaet da Vesroue adalek 1816. | |
| George IV | 1820–30 | Son of predecessor. Regent 1811-1820, represented in Hanover by Viceroy Adolphus. | |
| William | 1830–37 | Brother of predecessor. Last monarch to rule both Hanover and the United Kingdom, represented in Hanover by Viceroy Adolphus. | |
| Ernst August Iañ Hannover | 1837–51 | Breur da William/Wilhelm. Gantañ e voe rannet kurunenn Hannover hag ar Rouantelezh-Unanet, ma oa ar Rouanez Victoria o ren. | |
| George V | 1851–66 | Mab da Ernst August. Koll a reas e rouantelezh, aloubet gant Rouantelezh Prusia en Austro-Prussian War. |