Roger Federer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Roger Federer e-kerzh US Open 2006

Roger Federer zo ur c'hoarier tennis, a-vicher abaoe 1998.
Ganet eo d' an 8 a viz Eost 1981 e Basel e Bro Suis. 1,85m eo ha 85 kg zo ennañ.
E deroù 2010 ez eo Federer gwellañ c'hoarier tennis ar bed. Emañ e penn uhelañ renkadur an ATP, renkadur bedel ar c'hoarierien tennis a-vicher. Bet eo ivez e penn anezhañ 237 sizhunvezh diouzh renk, etre an 2 a viz C'hwevrer 2004 hag ar 17 a viz Eost 2008, an deiz ma tap Rafael Nadal plas uhelañ ar renkadur. D'ar 6 a viz Gouere 2009 e adtap ar Suis e renk a c'hoarier kentañ. E c'hourdroner kentañ a oa Peter Lundgren. E guitaat a ra e 2003, goude e drec'h kentañ e Wimbledon ha c'hoari a ra hep gourdroner e-pad 2 vloaz. E 2005 e choaz Tony Roche da c'hourdroner hag a labour gantañ 2 vloavezh-pad. Kenlabourat a ra gant ur bern gourdronerien a frapadoù berr, hag e 2010 n'eus gourdroner ebet gantañ. Gant palikedoù ar merk Wilson e c'hoari ha gwisket eo gant ar merk Nike evit e votoù koulz hag e zilhad sport all.


E gammedoù kentañ[kemmañ]

Kregiñ a ra Roger Federer da c'hoari tennis e 1989, da 8 vloaz er TC Old Boys, en e vro orin e lec'h ma teuio da vezañ kampion en holl rummadoú junior. E 1995 eo degemeret e « Centre National d'Ecublens ». Eno e c'hounezo 7 tournamant etre 1995 ha 1997

A-vicher da 16 vloaz[kemmañ]

E 1998 e ra e gentañ krogad evel c'hoarier a-vicher. Trec'het eo gant an 88vet c'hoarier bedel. Daoust da se e echu e kentañ plas renkadur ar yaouankidi o kas d'ar gêr maout Wimbledon hep koll an disterañ SET. Betek fin ar bloaz 2001 e klask ober e doull e-touez c'hoarierien gwellañ ar bed hep gounit un tournamant. E 2002 e c'hounez e dournamant kentañ e Sydney met er memes bloavezh eo skarzhet eus Roland-Garros ha Wimbledon en dro gentañ. Diwezhatoc'h avat e teu a-benn Roger Federer da vezañ ar c'hoarier kentañ eus Suis o c'hounit Wimbledon. Gwellañ c'hoarier ar bed eo dija e soñj an dud daoust m'en en gav e 2003 en eil plas an ATP.

Renk kentañ en ATP[kemmañ]

2004 zo ur bloavezh a-bouez evit Roger pa zeu a-benn da tapout ar pezh a zo anvet ar « chelem bihan » da lavaret eo ar maout e 3 zournamant (Open australia,Wimbledon hag an US Open) eus ar « chelem bras » hag a zo, gant Roland-Garros, ar pevar zournamant pouezusañ er bed, ha dre se ar re startañ da c'hounit. Goude kalz a boan hag a zalc'hegezh e krab e renk kentañ ar bed d'an 2 a viz c'hwevrer 2004. Mirout a raio e blas betek fin ar bloaz.

Gwellañ c'hoarier en Istor[kemmañ]

E-pad 4 bloaz e chom Roger federer e penn an tennis bedel met e 2008 eo tapet e blas gant Rafael Nadal a c'hounez ar C'hoarioù Olimpek e Pekin. E-pad ur bloaz e chom Federer en eil plas hag adtapout a ra ar plas kentañ ar bloaz war-lerc'h pa 'z a maout Wimbledon hag hini Roland-Garros gantañ. Dont a ra da vezañ ar c'hoarier barrekañ en Istor an tennis a-vicher, an hini en deus gounezet ar pevar zournamant eus ar chelem bras, hag ar muiañ a brizioù anezhe war un dro.

Buhez diavaez[kemmañ]

Dimezet eo Roger Federer da v/Miroslava Vavrinec (muioc'h anavezet dindan anv Mirka) ha bevañ a reont gant o div verc'h vihan Charlene Riva ha Myla Rose

Krouet en deus ivez kevredigezhioù da sikour ar vugale gant diaesterioù. Aozañ a ra krogadoù etre gwellañ c'hoarierien tennis ar bed, evit kas an arc'hant dastumet d'ar c'hevredigezhioù-se.

Loreadeg[kemmañ]

  • Gounezet en deus 16 gwech un tournmant bennak eus ar Chelem Bras, anezhe tournamantoù brasañ ar bed :
    • 4 gwech Open Australia
    • 7 gwech Wimbledon
    • 5 gwech an US Open
    • 1 wech Roland-Garros
  • 4 gwech en deus gounezet ar Masters Cup (n'emañ ket hemañ e-touez kenstrivadegoù ar Chelem Bras).

E Roland Garros e oa erruet er gourfenn e 2006, 2007 ha 2008 a-enep d'unan eus e eneberien vrasañ, Rafael Nadal. Andy Roddick a zo ivez un eneber meur da Roger Federer.

Lec'hiennoù diavaez[kemmañ]

Lec'hienn ofisiel Roger Federer : http://www.rogerfederer.com/en/index.cfm