Roc'h Trevezel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Roc'h Trevezel
Roc'h Trevezel. Pelloc'h e weler ar Roc'h Ruz.
Uhelder 384,89 m
Led
Hed
Bro Breizh
Rannvro Bro-Leon
Aradennad venezioù Menez Are


Roc'h Trevezel a zo trede beg uhelañ Breizh. E Menez Are emañ. Emañ war harzoù kumun Kommanna e Leon. Hervez an enklask diwezhañ e tap 384,89 m.
E-pad pell e kreded e oa beg uhelañ Breizh.
Evel menezioù all ar c'horn-bro eo skilt ha kwarzit a ya ouzh e ober.

Liamm diavaez[kemmañ]

Douaroniezh Breizh, Menezioù Breizh (e brezhoneg)