Richard E. Cole

Eus Wikipedia
Richard E. Cole e miz Ebrel 1942

Richard Eugene Cole, ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1915 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Ebrel 2019, a oa un ofiser en United States Air Force. Bez e voe unan eus ar soudarded o devoa kemeret perzh en Doolittle Raid d'an 18 a viz Ebrel 1942, asambles gant Jimmy Doolittle ha gantañ e oa bet e penn ar vombezadenn. Tizhet en devoa ar renk a Letanant koronal.

Cole a oa chomet e Sina goude an argadenn ha betek miz Even 1943. Servijet en devoa war dachenn brezel Sina-Birmania-India etre Here ha Mezheven 1944. Goude-se e oa bet gourdoner evit Aerlu Venezuela etre 1959 ha 1962. Aet e oa war e leve eus an aerlu stadunanat e 1966 ha goude 2016 e oa an hini nemetañ a oa bev eus ar re o doa kemeret perzh en Doolittle Raid.