Ricciarda Malaspina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ricciarda Malaspina (Massa, 1497 – 1553 Bagni di Lucca) a oa un itron italian a renk uhel, markizez Massa hag itron Carrara adal Gwengolo 1519 betek 1546, hag adarre adal Mae 1547 betek he marv.

He buhez[kemmañ]

Ganet e oa e Massa. Merc'h e oa da Antonio Alberico II Malaspina ha da Lucrezia d'Este‎. Ur c'hoar henañ he doa, Eleonora.

E 1481 e oa deuet he zad da vout markiz Massa hag aotrou Carrara, war un dro gant e vreur Francesco. Bec'h a voe etre an daou vreur, ha trec'h e voe Antonio Alberico. Dre ma n'en doa mab ebet en doa anvet e verc'h henañ Eleonora da bennhêrez. Elenora a oa dimezet da Scipione Fieschi, kont Lavagna, met mervel a reas e 1516. Fieschi ac'h addimezas da Ricciarda, met mervel a reas divugel a-benn pevar bloaz .

Mervel a reas he zad Antonio Alberico e 1519, ha neuze e tegouezhas e vadoù gant Ricciarda. Bloaz goude, e 1520, e timezas da Lorenzo Cybo, un denjentil eus Genoa, mab-bihan d'ar pab Inosant VIII ha niz d'ar pab Leon X, ha gantañ e voe diazezet an Tiegezh Cybo-Malaspina a zalc'has Massa ha Carrara betek 1829.

En amzer-se e oa brezelioù en Italia etre Bro-C'hall, re an Impalaeriezh santel, ha re ar stadoù italian. Ricciarda Malaspina a reas emglev gant Karl V an Impalaeriezh santel.

En 1530 e voe aotreet gant an impalaer da lakaat he fried da genren ganti.

He bugale[kemmañ]

  1. Giulio Iañ Cybo-Malaspina, Markiz Massa (1525-1547), a renas war-lerc'h e vamm adal 1546 betek e varv e 1547.
  2. Alberico Iañ Cybo-Malaspina, Priñs Massa (1534-1623) a renas war-lerc'h e vamm goude he marv e 1553.

He marv[kemmañ]

Derc'hel a reas Ricciarda Malaspina da ren e Massa betek he marv e 1553. He mab yaouankañ Alberico a renas war he lerc'h.

Pennad kar[kemmañ]