Rhodri Molwynog ap Idwal
Rhodri Molwynog ap Idwal (690 - 754) mab da Idwal Iwrch hag Angharad Breizh, a oa roue Gwynedd war-lerc'h e dad. Roue ar Vrezhoned a vez graet anezhañ en Annales Cambriae . N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn e vuhez ha n'eo ket sur pegoulz e oa bet lakaet da roue.
Daou vab en doa: Cynan Dindaethwy ap Rhodri, ha Hywel ap Rhodri Molwynog. N'ouzer ket perak e voe Caradog ap Meirion, kenderv a bell dezhañ, an hini a voe roue war e lerc'h.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar vojenn en-dije dalc'het Dumnonia kent bezañ kaset kuit gant ar Saksoned met ne seblant ket gwir. Iskis eo anv e vamm: Angharad n'eo ket un anv a gaved e Breizh.
Strivet en dije da vogeriañ Enez Mon. Gourdrouzet e oa holl rouantelezhioù Kembre gant Æthelbald Mercia ha ne seblant ket rouaned Gwynedd bezañ bet gouest da aozañ ergerzhioù-brezel d'ar mare-hont.
En e raok: Idwal Iwrch |
Roue Gwynedd ) 720 - 754 |
War e lerc'h: Caradog ap Meirion |