Rez (yezhoniezh)
Neuz
Fonadur |
Mouezhiet/Divouezh |
Mouezh sourrus |
Mouezh laosk |
Mouezh reut |
Mouezh wigourus |
Mouezh c'harv |
Vogalenn skiltr |
Mouezh kleuz |
Chuchumuchu |
Er yezhoniezh e vez implijet an termen rez (saoz.: register) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar fed ma vez implijet doareoù fonadur a-gevret gant tonennoù en ur sistem unvan, da lâret eo emañ stag un donenn ouzh un doare fonadur resis.
E yezhoù 'zo emañ distag an tonennoù diouzh an doareoù fonadur implijet gant ar yezhoù-se. E meur a yezh all avat, ar burmeg hag ar shanghaieg en o zouez, e vez implijet rezioù, enne un donenn hag un doare fonadur resis stag an eil ouzh egile war un dro.
E burmeg ez eus tri pe bevar rez vogalennek:
Rez | Fonadur | Hirder | Live |
Izel | Plaen | plaen | izel |
Uhel | Sourrus | hir | uhel |
Gwigourus | Gwigourus | plaen | uhel |
Stanket | taol troc'h-avel | berr | (kemmañ a ra) |
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |