Republik Soviedel Sokialour Galitsia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Flag of the Galician SSR.png

Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Soviedel Sokialour Galitsia (RSS Galitsia), bet savet d'an 8 a viz Mezheven 1920 hag aet da get d'ar 21 a viz Gwengolo 1920 e takad Talbennn an Arme Ruz.

Savet ha meret e oa bet ar Republik gant "Kuzul Dispac'hel Galitsia" (Galicijski revolucionarni odbor pe "Galrevkom"), bet krouet gant sikour Rusia Soviedel. Staliet e oa sez ar gouarnamant e Ternopil, e Reter Galitsia, gant Vladimir Zatonskiy da Brezidant.

Gant ar Galrevkom e oa bet savet ur velestradurezh, un deskadurezh, Arme Ruz Galitsia hag embannet e oa bet bilhedoù-arc'hant ivez.

Lakaet e oa bet ar poloneg, an ukraineg hag ar yidicheg da yezhoù ofisiel.

Ne deuas biken dindan beli Galrevkom avat ul lodenn a-bouez eus Reter Galitsia, da lâret eo Lviv hag an trowardroioù, ma vez kavet eno eoulmaenegi Boryslav ha Drohobitch.

Aloubet e oa bet RSS Galitsia gant Polonia d'ar 21 a viz Gwengolo 1920.

Gwelit ivez[kemmañ]