Republik c'hall
Ar Republik c'hall (République française e galleg) eo anv ofisiel Bro-C'hall, he stad hag he renad politikel. An div lizherenn RF eo an arouez ofisiel anezhi.
Istor[kemmañ]
An anv a Republik c'hall a zo bet roet da veur a renad republikan gall :
- E-pad an Dispac'h gall, adalek diskleriadur ar Republik e 1792 betek ma voe diskaret gant ar jeneral Napoleone Buonaparte pa deuas da vout Kentañ Konsul 1799)
- an Eil Republik c'hall (1848-1851) a voe diskaret gant Louis Napoléon Bonaparte
- an Trede Republik c'hall (1870-1940) a voe diskaret pa voe roet pep galloud da Philippe Pétain gant ar Parlamant gall;
- ar Pevare Republik c'hall (1946-1958) a voe diskaret gant Charles De Gaulle
- ar Pempvet Republik c'hall savet gant De Gaulle e 1958.
Etre 1940 ha 1944, amzer aloubadeg an Alamaned, e voe dilezet an anv a Republik c'hall evit kemer hini ar Stad c'hall, a oa ur stad sujet da armeoù an Ahel Roma-Berlin.
La période 1944-1946 est parfois désignée sous le terme d'État tampon.
Ar pennadurezhioù savet gant Charles de Gaulle en Alger e-pad an Eil brezel-bed o deus adkemeret al lizherennoù « RF » hag adal Mezheven 1944 an anv « Gouvernement provisoire de la République française ».
Ur C'hwec'hvet Republik c'hall[kemmañ]
Kaoz a vez eus ur VIvet Republik c'hall da sevel, a-wechoù, gant politkourien zo : Ségolène Royal e 2007 pa oa-hi war ar renk da vout prezidantez, Arnaud Montebourg pa oa war a renk e-barzh e strollad politikel da vezañ dibabet da zanvez-prezidant, pe Eva Joly e 2011, pa oa war ar renk da vout prezidantez. E 2012 avat ne oa bet kaoz nemeur ken a se.