BBC Radio Cymru
Radio Cymru, pe BBC Radio Cymru, zo ur skingomz kembraek krouet d'an 3 a viz Genver 1977 e Kembre gant BBC Wales. Skingaset e vez abadennoù kembraek eus Kerdiz dre Bro-Gembre a-bezh en FM
Pa voe roet lañs dezhi e oa unan eus ar re dibaot na skignent nemet dre FM er Rouantelezh-Unanet. Hiziv e vez skignet 20 eurvezh bemdez, eus 5 eur beure da 1 eur, dre DAB dre Freeview ha dre loarell.
War ar Genrouedad e c'haller e glevout abaoe miz Genver 2005.
Radio Cymru a grogas da skingas d'an 3 a viz Genver 1977 gant ur pennad keleier lavaret gant Gwyn Llewellyn, ha goude an abadenn gentañ, abadenn koulz-lein Helo Bobol!, kinniget gant Hywel Gwynfryn. Radio Cymru a zegase un dra nevez : ur chadenn gouestlet d'ar c'hembraeg, gant kalz muioc'h a amzer-skignañ eget na oa a-raok gant Radio 4 Wales (pe ar Welsh Home Service a-raok 1967).
A-hed ar bloavezhioù ez eus bet graet un tamm brav a labour da vrudañ ar yezh, gant an displegerien sportoù o sevel ar gerioù nevez o devoa ezhomm, gerioù a zo bet degemeret diwezhatoc'h gant ar yezhourien.
Abadennoù Radio Cymru zo aozet e tiez-aozañ (studioioù) e Kerdiz, Caerfyrddin, Bangor hag Aberystwyth.