Rachel Ruysch
Eus Wikipedia
Rachel Ruysch, ganet d'an 3 a viz Mezheven 1664 e Den Haag, marvet en Amsterdam d'an 12 a viz Eost 1750, a oa ul livourez izelvroat, a live bleunioù dreist-holl. Gant Maria van Oosterwijk ha Judith Leyster eo unan eus teir brudetañ livourezet izelvroat ar marevezh.
Da dri bloaz ez eas he zud da chom da Amsterdam En 1693 e timezas d'ar poltredour Juriaen Pool (1666-1745), ha dek bugel o doe.
He c'hoar Pieternel a zimezas da Jan Munnicks, a live bleunioù en Hortus Botanicus Amsterdam. Ur vaouez deol e oa Rachel Ruysch .