Quod erat demonstrandum

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Quod erat demonstrandum (pe Q.E.D.) zo ur frazenn latin a lavarer e fin un displegadenn, da gemenn eo bet displeget ha prouet ar pezh a glasked ober. E gwirionez avat e teu eus ur frazenn gregach ὅπερ ἔδει δεῖξαι/hóper édei deîxai a oa bet troet e latin.
E galleg e vez lavaret CQFD ivez e-lec'h al lizherennoù latin.

Elfennoù Euklides[kemmañ]

Unan eus koshañ doareoù Elfennoù Euklides

Kavout a reer an droienn ὅπερ ἔδει δεῖξαι (hóper édei deîxai) e skridoù gregach Elfennoù Euklides , ul levr-deskiñ savet gant Euklides .
E dibenn an displegoù emañ ar frazenn hoper edei deixai.

Implijet e vez an droienn ken alies ha bemdez, gant tud zo, da glozañ ur gaoz pa gred d'ar c'haozeer pe brezeger en deus degaset arguzennoù a-walc'h da gendrec'hiñ e gengaozeerien.