Polynikes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eteokles ha Polynikes, gant Giovanni Battista Tiepolo.

Polynikes pe Polinikes (e henc'hresianeg: Πολυνικης / Polyníkês "kalz a drec'hoù") a oa mab da Oidipous, ha d'e bried Iokastê. Dimezet e oa da Argeia, merc'h da Adrastos, ha bugale o doe: Thersandros, Adrastos ha Timeas.

E dad Oidipous en devoa lazhet e dad-eñ, hag a oa dimezet d'e vamm goude, ha bet bugale ganti, ha sed o anvioù : Polinikes, Eteokles, Antigone hag Ismene. Pa voe anavezet kement-se e voe kaset kuit Oidipous eus kêr Tebai, ha harluet da Golonos (a zo sujed an drajedienn Oidipous da Golonos gant Sofokles). E zaou vab avat a chomas d'ober war-dro o zamm rouantelezh.

Divizet e voe gant an daou vreur ren e Tebai pep hini d'e dro, bep eil bloaz. Met pa deuas ar c'houlz e nac'has Eteokles lezel e lec'h gant Polinikes, ha setu Polinikes da Golonos da c'houlenn bennozh e dad. E-lec'h bennozh avat e klevas e vallozh.

Hag abalamour d'ar mallozh-se e varvas an daou vreur en un emgann evit ar galloud (dañvez an drajedienn Ar Seizh a-enep Tebai gant Aesc'hulos). Kreôn, breur da Iokastê, deuet da roue nevez e Tebai, a zifenn neuze seveniñ al lidoù-kañv ret evit Polinikes. Petra a raio an div c'hoar ? Sed aze dañvez an drajedienn Antigone holl-vrudet gant Sofokles.

Pennadoù kar[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.