Plasenn Ruz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Blasenn Ruz war-zu ar c'hornôg (ar C'hremlin hag ar Mirdi Istor).
Ar Blasenn Ruz war-zu ar reter (ar Goum hag ar Benniliz).

Ar Blasenn Ruz pe al Leurgêr Ruz (e ruseg Красная площадь, e lizherennoù latin Krasnaia plochat’) a zo ur blasenn e kreiz kêr-vMoskou e Rusia. Eno e kaver ar C'hremlin hag Iliz-veur Sant-Bazil, e touez he savadurioù brudetañ.

Lakaet e vez ar Blasenn Ruz da vezañ kreizig-kreiz Moskou ha kreizig-kreiz Bro-Rusia zoken.

Perak Ruz 'ta?[kemmañ]

Goude an tan-gwall a zrastas Moskou e 1493 e oa divizet gant Ivan III sevel ul leurgêr war al lec'h, o tistrujañ ar savadurioù e koad a oa stank d'ar mare-se. Pojar a veze graet eus ar blasenn betek an XVIIvet kantved eta, ar pezh a dalve "eus an tan-gwall". An anv-gwan "ruz" a veze roet nemet da benniliz Bazil-ar-Gwenvidig d'ar mare-se.

Bremañ e vez kaoz eus ur blasenn Ruz, ha se n'en deus netra da welout gant liv ruz brikennoù ar savadurioù a gaver eno, pe c'hoazh d'ar gomunouriezh. E gwirionez e vefe reishoc'h treiñ hec'h anv rusek e « Plasenn Gaer » : e ruseg kozh krasny/krasnaia (красный/-ая) a dalve kement a ruz ha kaer war ar memes tro. Kaer a zo deuet da vezañ krasivy/krasivaia (красивый/-ая) e ruseg a-vremañ[1].

Meur a gêr all eus Rusia o deus o « flasenn ruz » evel Souzdal, Ielets ha Pereslavl-Zalessky.

Deskrivadur ar blasenn[kemmañ]

Monumant da sitoaian Minin ha da Briñs Pojarski dirak Penniliz Bazil-ar-Gwenvidig.
Plasenn ar C'hlopennoù (Лобное Место).

Ur blasenn vras eo, hirgarrezek he stumm. En he su emañ ar C'hremlin, en he norzh emañ ar stal Goum, a zo lod eus karter aferioù Kitai-gorod. En he fenn reter e kaver Penniliz Bazil-ar-Gwenvidig an Iliz-veur ortodoks hollvrudet (war-zu ar stêr Moskva), hag en he fenn kornôg ar mirdi Istor ha dor an Dasorc'h (distrujet dindan Stalin hag adsavet n'eus ket pell zo). En he c'hreiz, ouzh moger-greñv ar C'hremlin, emañ kañvdi Lenin, diazezer an Unvaniezh Soviedel, bet balzamet goude e varv.

E-kreiz ar blasenn emañ plasenn ar C'hlopennoù (Лобное Место), meneget evit ar wech kentañ e 1549 p'en doa Ivan IV ar Spontus, 20 vloaz anezhañ, salmennet ar bobl evit lakaat ar voiared da baouez gant ar c'hannoù kenetrezo. Лобное Место a zo un droidigezh eus ar ger hebraek Golgotha. Ne servije ket plasenn ar C'hlopennoù avat da lazhidigezhioù ar voiared fellon pe ar streltsied emsavat (a veze kaset d'ar marv nepell alese memestra!), evit embann an dekredoù ne lavaran ket.

Pourmen e c'haller ober war ar Blasenn Ruz hiriv an deiz. Dibunadegoù bras a vez aozet ingal.

Dirak Iliz-veur Bazil-ar-Gwenvidig emañ ar monumant da gKouzma Minin ha da zDmitri Pojarski a zieubas Moskou e 1612 diouzh an armeoù polonat.

Istor[kemmañ]

Gwechall e oa staliet war ar Blasenn Ruz fabourzhioù kreñvlec'h ar C'hremlin. Goude tan-gwall meur 1493 ne voe ket adsavet ar savadurioù hag ar Blasenn Ruz a zeuas da vezañ ul lec'h a genwerzh. Amañ a veze kurunet an dTsared.

Stalin a roas an urzh da zistruj Iliz-veur Itron-Varia Kazan ha dor an Dasorc'h e 1936. Adsavet e voent en o lec'hiadurioù a orin.

D'ar 27 a viz Mae 1987 e teuas a benn al loman alaman Mathias Rust, aet kuit eus Helsinki, da dremen a-dreuz an difenn-aer soviedel ha da bradañ war ar Blasenn Ruz gant e Cessna 172. E-kreiz ar brezel yen e oa hag an taol-kaer-mañ en doe dilerc'hioù politikel a-bouez.

Gwell meur eus ar Blasenn Ruz.

Ar Blasenn Ruz hag ar C'hremlin a zo bet lakaet war roll ar Glad bedel gant an UNESCO e 1990, abalamour d'o liammoù n'haller ket dispartiañ diouzh istor Rusia abaoe an XIIIvet kantved.

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. "Moscou et la naissance d'une nation" gant Pierre Lorrain, Paris, Éditions Bartillat, mars 2010, pajenn 12 ISBN 978-2-84100-450-8

Liammoù diavaez[kemmañ]