Pia de' Tolomei

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pia de' Tolomei, hervez Dante Gabriel Rossetti.
Pia de' Tolomei kaset da gastell Maremme, hervez Vincenzo Cabianca.
Pia de' Tolomei
(Carlo Arienti, 1843–1854)

Pia de' Tolomei zo ur vaouez yaouank eus kêr Siena, en Italia an XIIIvet kantved, meneget gant Dante en e oberenn Divina Commedia, e kan V ar Purgator. Oberennoù zo bet savet ivez en enor dezhi.

Barzhoneg[kemmañ]

N'eus nemet seizh gwerzenn diwar he fenn e barzhoneg Dante. War a greder e oa ken anavet hec'h istor en amzer Dante ma oa a-walc'h da zegas hec'h istor da soñj d'al lennerien:

En italianeg
Troet e brezhoneg

"Deh, quando tu sarai tornato al mondo,
e riposato de la lunga via",
seguitò 'l terzo spirito al secondo,
"Ricorditi di me, che son la Pia;
Siena mi fé, disfecemi Maremma:
salsi colui che 'nnanellata pria
disposando m'avea con la sua gemma"

A, pa vi distro d'ar bed,
ha diskuizhet eus da veaj hir,"
heuliet ganit an trede spes war-lerc'h an eil,
"Az pez koun ac'hanon-me, me eo ar Pia;
Siena am greas, Maremma ma dispennas:
kement-se a oar, an hini a gelc'hias
ma biz gant e vaen prizius , pa zimezas din."


Dimezet e vije bet Pia da Nello dei Pannocchieschi, aotrou Castel di Pietra e Maremma, podesta Volterra ha Lucca, kabiten an Taglia guelfa e 1284, ha betek 1322 da vihanañ, pa reas e destamant. Anavezet eo dre un dihell e oa intañv hag ec'h addimezas da Margherita Aldobrandeschi, kontez Sovana ha Pitigliano.

Oberennoù[kemmañ]

Lennegezh[kemmañ]

  • La Pia de' Tolomei, barzhoneg, tri c'han enni, gant Bartolomeo Sestini e 1822;
  • La Pia de' Tolomei, trajedienn e gwerzennoù gant Carlo Marenco e 1836;
  • Diwar-se e oa bet savet ur reuzc'hoari gant Giacinto Bianco hag a reas berzh e Naplez en 1836.
  • Pia de' Tolomei, barzhoneg-pobl gant Giuseppe Moroni, lesanvet il Niccheri, e 1873
  • Pia de' Tolomei, romant gant Carolina Invernizio (1879)
  • Pia de' Tolomei, barzhoneg gant Giuseppe Baldi (1889)
  • Pia de' Tolomei, romant istorel, gant Diana Da Lodi (1900)
  • Matrimonio di sangue, romant gant Mario Sica (2007)
  • La Gemma di Siena, gant Marina Fiorato


C'hoarigan[kemmañ]

Livadurioù[kemmañ]

Un toullad poltredoù zo bet graet diwar-benn ar vojenn. Awenet e oa Dante Gabriel Rossetti gant oberenn ar barzh Dante, ha goude ar Beata Beatrix e fellas dezhañ poltrediñ Pia de' Tolomei.

Filmoù[kemmañ]