Philippe de Vitry

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Philippe de Vitry

Philippe de Vitry, ganet e Pariz d'an 31 a viz Here 1291 ha marvet d'an 9 a viz Even 1361, e Pariz ivez, a oa ur sonaozour gall. Graet en deus teoriennoù war ar sonerezh ha savet en deus barzhonegoù e-leizh. Sevenet kenañ e oa, inoviñ a rae hag ur gwir levezon en doa war sonaozourien an amzer-hont. Savet en dije ivez un oberenn anvet Ars Nova.

Buhez[kemmañ]

Ne ouezer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez. Meneget eo e-barzh dielloù evel "Magister". Graet en dije e studioù e Skol-Veur Pariz. Brudet eo evit bezañ bet e lez Charlez IV, Philippe VI ha Jean II, sekretour-meur ha kuzulier e oa enno. Liammoù en doa kredapl-bras gant ar Vourboned ha dre-se eo bet e-karg eus meur a gêr evel Clermont, Beauvais ha Pariz. Servijet en dije ar pab Klemañs VI diazezet en Avignon. Ouzhpenn da se eo bet kannadour ha soudard ivez, servijet en dije e sez Aiguillon e 1346. E 1351 e teu da vezañ eskob Maux e Reter Pariz. Dre m'en doa postoù a-bouez en Iliz, ez-politikel hag ez-arzel, en doa kejet gant meur a zen brudet hag ampart war o zachenn evel Petrarca pe c'hoazh ar matematikour, filozofour ha teoriennour war ar sonerezh Nicole Oresme. Mervel a reas De Vitry e Pariz.