Pepi Iañ Merire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pepi Iañ Merire, trede faraon ar c'hwec'hvet tierniezh en Henegipt (2232-2282 kent J.-K.)

E anv faraon kentañ a oa Neferdjahor a oa kemmet gant ar faraon diwezhatoc'h e Merire a dalvez "Karet gant Re."[1]

Pepi a oa mab Teti hag Iput. Rekiz e oa dezhañ harpañ war tud galloudus en Egipt uhel evit diskar un den anvet Userkare en doa drouklazhet e dad hag a oa pignet war kador ar faroned. Kemer a reas en-dro e hêrezh a-benn ar fin. An dud o doa sikouret anezhañ a chomas kreñv o levezon en e lez da-c'houde, ha div eus e rouanezed a oa merc'hed d'ar vizir-se eus Egipt uhel. Merket e oa ren Pepi I gant emled an impalaeriezh etrezek kreiz Nubia, emled ar c'henwerzh betek broioù pell evel Liban hag aodoù Somalia, met ivez gant kresk galloud an noblañs. Brezelekaat a reas Weni, unan eus uhelidi Pepi, en e anv en Azia. Dont a reas ar savadurioù stag ouzh e vez, Mennefer Pepy, da vezañ anv holl gêr Memfis a-benn ar fin goude an XVIIIvet tierniezh.[2].


Liammoù diavaez[kemmañ]

Notennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  1. Nicolas Grimal, A History of Ancient Egypt, (Blackwell Books: 1992), p. 84
  2. Grimal, op. cit., p. 84