Penn-ahel Republikan

Eus Wikipedia

Penn-ahel Republikan (Pôle républicain e galleg) a oa anv an aozadur a vode kengorioù-harp da Jean-Pierre Chevenement evit dilennadeg ar Prezidant e 2002. D'an 26 a viz genver, e kendalc'h-diazez al Luskad Republikan ha Keodedour en em dreuzfurmas en ur c'hengevredad a oa ennañ al Luskad Republikan ha Keodedour hag aozadurioù tost. Paouezet en deus da vezañ ar Penn-ahel Republikan e 2004.

Ar Penn-ahel Republikan etre 2001 ha 2002[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust m'edo war an tu-kleiz abalamour da orin politikel e ziazezour e tastumme ar Penn-ahel Republikan "republikaned eus an div riblenn". Ennañ e kaved gaolourien evel Jérôme Baloge, roueelourien evel Bertrand Renouvin eus an Oberiantiz Roueel Nevez, riegezhourien evel William Abitbol, tost da Charles Pasqua ha kommunourien evel Anicet Le Pors. Aet eo kuit tud an tu-dehou goude an dilennadeg, avat, rak kerseet e oant bet gant diskleriadurioù Jean-Pierre Chevenement hag e harp d'an tu-kleiz evit an dilennadegoù lezennel.

Ar Penn-ahel Republikan goude 2002[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn-ahel Republikan a oa anv un aozadur berr e vuhez a strolle al Luskad Republikan ha Keodedour hag un niver a aozadurioù tost, en o touez.

Pouezet eo ar Penn-ahel Republikan da vezañ oberiant adalek 2004