Penitiouriezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

32px-Labour zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.



Pa ya un den da vevañ en digenvez evit abegoù relijiel e vez graet ur penitiour eus anezhañ hag eo ar benitiouriezh anv al luskadoù a vount an dud d'ober evel-se.
Diwar ar galleg "ermite" e vez lavaret "bevañ evel un ermit" evit bevañ en e unan d'an aliesañ.

[kemmañ] Kristeniezh

Ar benitiour kentañ a zo bet, hervez an hengoun kristen, sant Anton Meur a yeas da chom e dezerzh Egipt uhel e Nag Hammadi (pastell-vro Teb war-dro 250-350). Diwar e skouer e reas memestra meur a zen en dezerzhoù ken e oent anvet "Tadoù en Dezerzh".

Kemeret e veze ar skouer bras diwar ar C'hrist a yae en dezerzh evit pediñ, kas an temptasionoù pelloc'h dioutañ ha klask ur c'hemmenadur gant Doue evel m'eo bet kontet en avieloù.

Er Patrom:XXe kantved e yeas Charles de Foucauld da chom evel ur penitiour Tamanrasset met ne oa ket evit en em herzel ouzh kaout darempredoù gant an dud o chom tro-war-dro.