Penélope Cruz
Penélope Cruz | |
Anv ofisiel | Penélope Incarna Cruz Sánchez |
---|---|
Lesanv(ioù) | Madonna of Madrid, Pe |
Ganedigezh | 28 a viz Ebrel 1974 Alcobendas, Spagn |
Broadelezh | Spagn |
Micher(ioù) | Aktourez |
Filmoù brudet | Ouvre les yeux Todo sobre mi madre Vicky Cristina Barcelona Volver Nine |
Pried(où) | Nacho Cano Tom Cruise (2001-2004) Matthew McConaughey (2005) Javier Bardem (adal 2007) |
IMDB | 0004851 |
Priz(ioù) | Gwellañ aktourez (Festival Cannes 2006) |
Penélope Cruz Sánchez, ganet d'an 28 a viz Ebrel 1974 en Alcobendas, e Kumuniezh Madrid, zo un aktourez spagnol. He zad, Eduardo Cruz, a oa karrdiour hag he mamm, Encarna Sánchez, a oa troc'herez-blev. Dispartiañ a rejont e 1999. He c'hoar, Mónica Cruz, a zo dañserez hag aktourez, hag he breur, Eduardo Cruz, a zo kaner spagnolek.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek he 5 blez e krogas da zeskiñ dañsal e Skol-dañs Vroadel Bro-Spagn. Pa voe krennardez he deus gellet kregiñ da vezañ jak, dre ma oa brav. Tu oa gwelout anezhi war ur bern golo kazetennoù a-giz, hag ivez e-barzh klipoù eus ar strollad Mecano. Da 14 vloaz e voe roet dezhi ar c'harg kinnig un abadenn tele evit ar vugale anvet « La quinta marcha ».
Goude un eilroll e-barzh "Laberinto Griego" eus Rafael Alcaza, merzet ha diskuliet eo bet gant an dud e 1992 gant he c'hentañ roll er sinema, e-barzh ar film « Jamón, jamón », profet dezhi gant ar sevener Jose Juan Bigas Luna hag en doa remerket anezhi, ar pezh a gasas war-raok he red-micher aktourezh.
Echuiñ a reas ar c'hentelioù dañs da 20 vloaz hag e chomas 2 sizhun er Skol-dañs Vroadel. War-lerc'h hag e-pad 3 bloavezh e reas korolladegoù spagnolek gant Angela Garrido, 4 vloaz er Cristina Rota School eus New York, ha kemer a reas kentelioù "Jazz Dance" gant Raúl Caballero. En em broduiñ a reas e Bro-Spagn hag e New York.
E 1999 e c'hoarias roll ur plac'h dougerez ha seropozitivel er film trelatus « Todo sobre mi madre » gant Pedro Almodóvar hag a roas tro dezhi boemañ ha hoalañ arvesterien ar bed a-bezh. Ha da neuze e voe graet dezhi ur bern kinnigoù hag a laoskas dezhi choaz e-keñver e rollioù hag ar sevenerioù a-benn kregiñ gant he red micher etrevroadel.
Eus 2001 betek 2004 eo bet mignonez Tom Cruise, bet kejet ganti da vare aozadur ar film « Vanilla Sky ». Hiziv-an-deiz emañ e-karantez gant an aktour spagnolek Javier Bardem, en deus kejet ganti pa oant o labourat evit aozañ ar film « Jamón, jamón ». Adlabouret o deus asambles e 1997 evit ar film « En chair et en os », ha n'eus ket pell zo er film « Vicky Cristina Barcelona » e 2008.
E penn-kentañ ar bloavezh 2006 e c'hoarias er film « Bandidas » gant Salma Hayek, a-raok adkavout en-dro Pedro Almodóvar er gomedienn dramaek « Volver », a voe war ar renk e kevezadeg ofisiel festival sinema Cannes.
Prizioù ha medalennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penélope Cruz he deus resevet kalz prizioù ar wellañ aktourez, da skouer Priz Goya 1999, 2007 ha 2009, Prix Festival Cannes 2006, Oskar ar gwellañ eil rol 2009, César 2019, Priz Donostia 2019, Leon Aour Festival Venezia 2021.
D'an 11 a viz Genver 2006 e voe anvet marc'hegez en Urzh broadel an Arzoù hag al Lizherennoù e Frañs gant Renaud Donnedieu de Vabres hag a oa ministr ar sevenadur.
Roll filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1992 : Mecano - Los vídeos, gant Joan-Lluís Arruga (video ; segment La fuerza del destino, nann ofisiel • Jamón, jamón, gant Juan José Bigas Luna • Belle epoque, gant Fernando Trueba
- 1993 : Per amore, solo per amore, gant Giovanni Veronesi • El Laberinto griego, gant Rafael Alcázar • La Ribelle, gant Aurelio Grimaldi
- 1994 : Alegre ma non troppo, gant Fernando Colomo • Todo es mentira, gant Álvaro Fernández Armero
- 1995 : Entre rojas, gant Azucena Rodríguez • El Efecto mariposa, gant Fernando Colomo (nann kretaet)
- 1996 : Brujas, gant Álvaro Fernández Armero • La Celestina, gant Gerardo Vera • Más que amor, frenesí, gant Alfonso Albacete, Miguel Bardem ha David Menkes • El Amor perjudica seriamente la salud, gant Manuel Gómez Pereira
- 1997 : Et Hjørne af paradis, gant Peter Ringgaard • Carne trémula, gant Pedro Almodóvar • Abre los ojos, gant Alejandro Amenábar • Don Juan, gant Jacques Weber • If Only... (The Man with Rain in His Shoes), gant María Ripoll • Talk of Angels, gant Nick Hamm • La Niña gant tus ojos, gant Fernando Trueba • The Hi-Lo Country, gant Stephen Frears
- 1999 : Todo sobre mi madre, gant Pedro Almodóvar • Volavérunt, gant Juan José Bigas Luna
- 2000 : Woman on Top, gant Fina Torres • All the Pretty Horses, gant Billy Bob Thornton
- 2001 : Blow, gant Ted Demme • Captain Corelli's Mandolin, gant John Madden • Sin noticias de Dios, gant Agustín Díaz Yanes • Vanilla Sky, gant Cameron Crowe
- 2002 : Waking Up in Reno, gant Jordan Brady
- 2003 : Masked and Anonymous, gant Larry Charles • Fanfan la Tulipe, gant Gérard Krawczyk • Gothika, gant Mathieu Kassovitz ha Thom Oliphant
- 2004 : Non ti muovere, gant Sergio Castellitto • Noel, gant Chazz Palminteri • Head in the Clouds, gant John Duigan
- 2005 : Sahara, gant Breck Eisner • Chromophobia, gant Martha Fiennes
- 2006 : Bandidas, gant Joachim Roenning ha Espen Sandberg • Volver, gant Pedro Almodóvar • The Good Night, gant Jake Paltrow
- 2008 : Elegy, gant Isabel Coixet • Vicky Cristina Barcelona, gant Woody Allen
- 2009 : Los Abrazos rotos gant Pedro Almodóvar • Nine, gant Rob Marshall • Mission G, gant Hoyt Yeatman
- 2010 : Nine gant Rob Marshall (Maîtresse)
- 2011 : Pirates of the Caribbean 4 gant Rob Marshall