Pen spinning

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Unknown Combo (Animated).gif

Ar pen spinning a zo anv saoznek ar c'hoari lakaat ur c'hreion da dreiñ etre ar bizied. Graet e vez gant skolidi ha studierien e-pad ar c'hentelioù.

Kentrivadegoù[kemmañ]

Kenstrivadegoù etrevroadel a vez aozet a-wechoù. Ma'z eus deuet brud d'an oberiantiz-mañ eo dre ma'z eo bet gwelet e filmoù amerikan, dre ma'z eo aes d'ober, dre ma n'eus ezhomm nemet ur c'hreion evit en ober.

Pleustret e vez kalzik er skolajoù hag el liseoù gant ar skolidi a gav hir o amzer. Brudet eo ivez gant ar stlennegerien (pe ar c'h-geeked) evel Boris Grishenko er film GoldenEye.

Istor[kemmañ]

  • Kentañ meneg eus ar pen spinning a zeufe eus a-raok ar brezel-bed kentañ e Japan, koulz lavarout abaoe ijinadur ar stilo. An oberiantiz-mañ a chome ral a-walc'h memestra betek 1975, pa voe ijinet ar C'hriteriom. Gantañ, ar skolidi a hollekont ar pen spinning e bro Japan a-bezh. E 1989, Hiromichi Hosoma, studier e skol-veur Kyoto, a ra un dezenn war ar pen spinning; komz a ra muioc'h eus ar pen spinning er gevredigezh eget eus an oberezh e-unan.

Kenstrivadegoù bedel[kemmañ]

Dre ma teu ar pen spinning da vezañ muioc'h-muiañ anavezet e vez aozet kenstrivadegoù etre penspinnerien.

  • E 2007 e oa blead ar c'hentañ "World Tournament" (Kenstrivadeg bedel), gounezet ar genstrivadeg gant : 1: KTH / 2: Eriror / 3: Fratleym / 4: Banz / 5: PS-728 (Lesanvioù ar genstriverien eo, dre m'eo bet aozet war internet).
  • E 2008 e oa ar c'hentañ "World Cup" (Kib broadel) (dre skipailhoù kumuniezhioù). Ar maout a oa aet gant ar JEB (Skipailh Bro-Japan).
  • D'an 30 a viz Meurzh 2008, Ryuki "Seven" Omura, ul lisead Japanad 16 bloaz, a c'hounez ar c'hentañ kenstrivadeg bannikat gant ur stilo aozet e Bro-Japan[1].
  • Ar 6 a viz Du 2008, ar gevredigezh Bic a aoz ar c'hentañ tournamant European pen spinning. Ar gourfenn a zo lec'hiet e Paris hag a zo gounezet gant an Alaman Puddels Kern heuliet gant gallaoued : Kévin « Gold Angel », Cyril Nahon « Twim », Diana S. « Badtzu » hag Adrien « Cookieslover ».
  • E 2009 ez eus bet eus an eil « World Tournament », gounezet gant un Tailandad spinnerpeem, dirak an Alaman Minwoo.
  • E 2010 ez eeus bet an eil « World Cup » (dre skipailhoù kumuniezhioù). An THPSC (skipailh Tailand) en deus gounezet.

An notadur[kemmañ]

Evit simplaat an notadur e vez lakaet niveroù d'ar bizied.

Ar figurennoù[kemmañ]

Den o bannikaat gant ur stilo.

En oberezh-mañ e vez kavet ur bern figurennoù. An niver resis n'eo ket anavzezet dre ma c'hell an holl ijinañ e figurenn dezho. An dud kreñvañ a vestroni meur anezho met bez ez eus 4 figurenn diazez, hag a zo ivez ar 4 figurenn anavezetañ. Ur wech ma vez deuet a-benn d'ober anezhe mat, tu zo ober chadennadoù figurennoù evit ma vefe bravoc'h.

Unan eus ar figurennoù ar simplañ a zo lakaat ar c'hreion da dreiñ tro-dro d'ar viz-meud (ThumbAround, galvet ThumbSpin 1,5/2/3/h.a pa vez graet muioc'h eget un dro)pe lakaat anezhañ da riklañ etre ar bizied en ur fiñv kelc'hiek (Sonic). Met, ar figurennoù-se a zo peurliesañ aes da zeskiñ hag ar re aesañ ne gemeront nemet un nebeud eurvezhioù, padal, ar re ziaesañ a c'hell kemer meur a mizvezhoù a-raok bezañ mestroniet.

Tro ar viz-meud (ThumbAround)[kemmañ]

An Tro ar viz-meud (ThumbAround pe Thumpspin e saozneg, pe c'hoazh 360°) a zo ur figurenn a zo graet o vountañ ar c'hreion tro-dro d'ar viz-meud, hag o kemer anezhañ etre ar viz-meud hag ar viz-yod goude ur figurenn. Ar figurenn-mañ a zo alies an hini brudetañ e touesk ar studierien peogwir eo unan eus ar re aesañ da zeskiñ.

Stummoù disheñvel :

  • Ar ThumbAround a c'hell bezañ graet gant troioù ouzhpenn, ho lakaat ar stilo da genderc'hel da dreiñ a-raok ma ne vefe adtapet. Galvet vo neuze ThumbSpin 1.5/2/hag all...
  • Ar ThumbAround reverse a zo ar memes figurenn en tu kontrol. Diaesoc'h eo d'ober e-keñver an hini boutin. Tu zo evel-se adtapout ar stilo etre n'eus forzh peseurt biz evit ober ur kombo just goude.
  • Pa ar ThumbAround normal hag ar ThumbAround reverse a zo mestroniet, tu zo neuze ober an 2 da heul, ar figurenn-mañ a zo anvet : ThumbAround Harmonic

Tremen etre ar bizied (FingerPass)[kemmañ]

Ar FingerPass a zo ur figurenn e lerc'h ma vez lakaet ar stilo da dreiñ tro-dro da 4 biz an dorn, hep kontañ ar viz-meud, a servij a-wechoù da kempouezañ ar figurenn. Ur wech mestroniet mat ar figurenn eo sañset ar stilo treiñ dibaouez en un tu nemetken. Ar figurenn-mañ a zo aes a-walc'h evit an teknik, diaesoc'h eo eta da vestroniañ penn-da-benn. Ar FingerPass a zo graet gant Boris, evelmeneget uheloc'h, nemet e ra ur stumm all eus ar figurenn dre ma implij 3 biz e plas 4. AR figurenn-mañ a zo implijet-tre evit tremen d'ur figurenn d'un all.

Sonic[kemmañ]

Ar Sonic a zo ur figurenn boutin a walc'h. Ar menozh orin a zo lakaat da dreiñ ar stilo eus ur biz d'unan all ar buhanañ posubl, oc'h ober un dro a-dreénv ar biz "lemmet" (amañ, ar viz-kreiz). Ar stilo a zo normalamant dalc'het etre ar biz-kreiz hag ar biz-bizoù. E anv a zeu eus an eureuchin millvrudet, Sonic. Tizh ar figurenn a zo keñveriet gant hini tudenn Sega. Ar Sonic a zo ar figurenn gant ar muiañ a stummoù all.

Stummoù disheñvel :

  • Ar Sonic a c'hell ivez bezañ graet gant meur a droioù, evel ar Sonic 2.0, ar Sonic 3.0, hag all... Ar stummoù-mañ a zo peuliesañ graet war kein an dorn evit ma c'halfe ar stilo kenderc'hel da dreiñ. N'eus ket pell 'zo eo bet anvet ar Sonic 1.5 ar Shadow.
  • Kement ha an niver a droioù e vez kontet an niver a bizied lammet. Evel-se e vez eus ar Sonic 2x, e-lerc'h ma 2 a zo an niver a bizied lammet. (Anvet eo ivez Sonic Jump)
  • "Sonic Reverse" pe "Sonic en tu kontrol" a zo ar memes figurenn, met o treiñ d'an tu all. Implijet e vez neuze pouezh ar stilo evit e lakaat da vransigelaat ha tapout anezhañ.
  • Sonic Inverse : ar viz lammet a zo pellaet evit ma vefe graet an dro dirak ar viz lammet.
  • Sonic Harmonic : Heuliadenn deus meur a Sonic mont - dont
  • Sonic Rise : heulidenn ur sonic biz-bihan;biz-bizoù => biz-bizoù;biz-kreiz (43-23) hag ur Sonic biz-bizoù;biz-kreiz => biz-kreiz;biz-yod(23-12). Ma z'eo graet mat ar figurenn, n'eus ket ezhomm adober un taol war ar stilo etre an daou Sonic.

Sonic Fall : heuliadenn ur Sonic Reverse 12-23 hag ur sonic reverse 23-34. Sonic Rise : Heuliadenn ur Sonic Rise hag ur Sonic Fall, da lâret eo e pign hag e tiskenn ar stilo etre ar bizied.

Charge[kemmañ]

Ar figurenn anvet "Charge" a zo disheñvel eus ar figurennoù all dre ma ne vez ket lakaet ar stilo da dreiñ pe da lammat. Ar stilo a rank bezañ fiñvet gant daou biz nemetken evit lakaat ar stilo da dreiñ buhan ha d'un doare kelc'hiek. Ar stumm kelc'hiek hag an tizh a lak da grediñ e "karg" ar stilo. Ar figurenn-mañ a zo graet alies gant ar sonerien batri gant o kelastroù.

Infinity[kemmañ]

An infinity a zo un fiñv kelc'hiek etre ar viz-meud, ar viz-yod hag ar viz-kreiz. Daoust da vezañ diaes da esplegañ, chom a ra ur figurenn simpl-a-walc'h da mestroniañ. Meur a stummoù a zo evel an doubl, an tripl, an infinity extended, hag all... 20 stummoù dishñvel a zo d'an Infinity. Ar figurenn-mañ n'eo ket mui diskleriet evel ur figurenn diazez.

Ar pen spinning er sevenadur poblek[kemmañ]

Tudennoù[kemmañ]

Bonkura[kemmañ]

Toshikazu Nagai pe Bonkura a zo ganet ar 5 a viz Kerzu 1985 e Otsu, e rannvro Kansai (Bro-Japan). Anavezet evit bezañ brasañ pen spinner er bed, e lezanv a zeufe d'an hini a oa bet roet dezañ gant e gamaladed e kentañ bloavezh skol ha ttalvezout a ra "Lanfre". Studier e kevrenn al lizhiri Kyoto, dont a ra da vezañ eil-prezidant ar Gevredigezh Japanad Pen Spinning (ar PSAJ). Ar c'hentaén gwech m'eo bet er skinwell a zo ar 5 a viz Meurzh 2006 lerc'h ma ar skinnwellerien ne well nemet e gein hag e daouarn. Ober a ra un nebeut tricks(figurennoù) ha 'freestyles (heuliadenn figurennoù war ar brim). Ouzhpenn e barregezh evit mestroniañ ar figurennoù diaesañ, Bonkura a zo anavezet evit e ijin hag evit bravder e figurennoù, amprouiñ figurennoù nevez ha ober pen spinning gant e pellgomz hezoug pe gant ur voutailh plastik. Ijinet en deus kalz a tricks ha mods gant reoù zo o dougen e anv (evel ar Ballsign mod). Diskleriet evel ar gwellañ pen spinner er bed daoust m'en deus kollet kenstrivadeg bedel 2007 e hanter-finalenn a-enep Eriror . An 13 a viz gwengolo 2007, mervel a ra gant un taol galon da 21 vloaz. Hiziv an deiz, chom a ra doujet-kenañ gant holl spinnerien ar bed.

Liammoù diavez[kemmañ]

  • Pentrix Lec'hienn o tisplegañ penaos ober ar figurennoù, gant videoioù.
  • UPSB Forom ar gumuniezh etrevroadel.
  • wiki UPSB Ur Wiki war ar pen spinning.

Daveoù[kemmañ]

  1. http://web.archive.org/web/20080404071135/http://fr.news.yahoo.com/rtrs/20080331/tod-japon-stylo-cb1d00a.html