Parole parole

Eus Wikipedia

Parole parole ("Komzoù komzoù") zo ur ganaouenn italianek skrivet gant Leo Chiosso ha Giancarlo Del Re, sonaozet gant Gianni Ferrio ha kanet gant Mina Mazzini hag Alberto Lupo e 1972 en albom Cinquemilaquarantatre.
Bloaz goude e voe embannet e galleg dindan an anv Paroles, paroles, kanet gant Dalida hag Alain Delon.