Parlamant gall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar Parlamant e Bro-C'hall a bleustr un tamm mat eus ar c'halloudezh lezennadurel hag a c'hall reoliñ ar pezh a ra ar gouarnamant, hervez Bonreizh ar Pempvet Republik c'hall e 1958.

Div gambr a zo anezhañ:

  • ur gambr uhel, ar Sened, gant 348 senedour,
  • ur gambr izel, ar Vodadenn vroadel, gant 577 kannad. Chom a ra ar Sened e Palez al Luxembourg ha chom a ra ar Vodadenn vroadel e Palez Bourbon. Pa vez bodet div gambr ar Parlamant en ur memes lec'h e vez graet ar C'hendalc'h anezhañ.

A-raok 1962 ne oa nemet gant ar Parlamant e oa riegezh ar bobl , met Prezidant ar Republik c'hall a zo reizhekaet gant ar bobl bremañ.