Paige (catch)

Eus Wikipedia
Paige e 2016

Saraya-Jade Bevis, ganet d'ar 17 a viz Eost 1992, zo ur gatchourez hag un aktourez saoz. Kevrataet eo gant an WWE gant al lesanv Paige. Div wech eo bet kampion an divas.

E 2005, oadet a 13 vloaz, Bevis a oa kroget gant ar c'hatch e kampionad ar World Association of Wrestling, ur c'hampionad evit reiñ lañs d'ar re nevez er c'hatch renet gant he familh, d'ar mare-se e implije al lesanv Britani Knight. Kemeret he deus perzh e meur a gampionad met reoù eus al luskad dieub en Europa nemetken. E 2011 e sine ur gevrat gant an WWE ha tizhet he doa rolloù penn ar c'hevredad ken buan ha 2014. Krog e oa da gemer perzh e kampionadoù ar WWE e miz Ebrel 2014, ha gounezet he doa div wech kampionad an Divas (Divas Championship), ar pezh a rae anezhi ar gampionez yaouankañ o c'hounit an titl-se. Oadet e oa a 21 bloaz nemetken.