Paeron
Eus Wikipedia
Ar paeron hag ar vaeronez eo an dud dibabet gant un tad hag ur vamm da ginnig o bugel d'ar vadeziant e darn eus ar relijionoù kristen. Ar filhor pe ar filhorez a vez lavaret eus ar bugel neuze.
Koulskoude n'eo ket ur bugel e vez ar filhor atav, pa c'hall bezañ un den deuet d'e vent ivez.
Er relijion yuzev [kemmañ]
Ar paeron eo an den a zalc'h ar bugel a vo trodroc'het, anvet sandek neuze, pe an hini a gemer ar bugel digant ar vamm d'e gas d'an ti ma vo trodroc'het, ha neuze e vez lavaret kvater anezhañ.