Pádraic Ó Conaire

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pádraic Ó Conaire

Pádraic Ó Conaire (28 a viz C'hwevrer 1882 - 6 a viz Here 1928) a oa ur skrivagner iwerzhonek a skrivas danevelloù a gont buhez Iwerzhoniz divroet da Vro-Saoz e deroù an XXvet kantved. Skrivañ a reas pennadoù kazetennerezh ivez, ar pezh a oa rouez en amzer-se en iwerzhoneg.

Brudet eo dreist-holl evit e romant Deoraíocht (divroañ), a seller outañ alies evel ar romant kentañ e lennegezh iwerzhonek hon amzer. Met skrivañ a reas levrioù all ivez hag e-leizh a bennadoù hag a zanevelloù. Lod eus an danevelloù-se zo bet bodet el levr Scothscéalta, zo bet e-pad pell e programm ar skolioù en Iwerzhon.

Kuitaat a reas e wreg hag e vugale ha tremen a reas ar peurrest eus e vuhez o vale a-hed hag a-dreuz Iwerzhon. O labourat dindan ar stad e oa e Breizh-Veur ha pa’z eas da Iwerzhon en-dro e klaskas bevañ diwar e skridoù. Daoust ma ne c’houneze ket kalz a arc’hant, e plije kalz e skridoù d’an dud. Mervel a reas e miz Here 1928, en dienez, pa ne oa ket 50 vloaz c’hoazh. Douaret e voe e Gaillimh. Un delwenn a voe savet e koun dezhañ war ar blasenn vras zo e kreiz kêr.

A-wechoù e reer anezhañ "Sean-Phádraic Ó Conaire" (Pádraic kozh Ó Conaire pe Pádraic Ó Conaire kozh) evit ma ne vefe ket kemmesket gant Pádhraic Óg Ó Conaire (Pádhraic yaouank Ó Conaire), ur skrivagner all a oa bloaz yaouankoc’h egetañ.

Oberennoù[kemmañ]

  • An Scoláire Bocht, agus scéalta eile, 1904/1913
  • Nora Mharcais Bhig, 1906
  • Deoraíocht, 1910
  • Scothscéalta
  • An Chéad Chloch, 1914
  • Seacht mBua an Éirí Amach, 1918
  • An Crann Géagach, 1919
  • Tír na n Íontais, 1919
  • Béal an Uaignis, 1921
  • Siol Éabha, 1921
  • An Chinniúint, 1924
  • Eachtraí Móra ón ár Stair, 1924
  • Trí truaighe na scealaíochta, 1924
  • Mór thimpeall na hÉireann, ar muir, 1925
  • Fearfeasa Mac Feasa, 1930
  • Brian Óg
  • Beagnach fíor
  • Cubhair na dtonn
  • Scéalta an tsáirsint rua
  • Seoigheach an ghleanna
  • M'asal beag dubh

E brezhoneg[kemmañ]