Ourgouilh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An ourgouilh, hervez Pieter Brueghel gozh
Ar varzhez Ono no Komachi o prederiañ diwar-benn an ourgouilh hag ar rogoni he devoa ouzh hec'h amourouzien pa oa yaouank ha koant. (Ukiyo-e "Cem aspectos da Lua", número 7 de Tsukioka Yoshitoshi - 1886)
Skeudenn al lorc'h ouzh porched ar c'hreisteiz en iliz-veur Chartres, e Bro-C'hall.

An ourgouilh, pe al lorc'h, unan eus ar seizh pec'hed kapital hervez an Iliz katolik, eo soñj an den a gav dezhañ eo uheloc'h e dalvoudegezh eget hini ar re all.

An dud lorc'hus ne vezont ket karet dre ma vezont faeus ouzh ar re all.

Gerioù niverus[kemmañ]

Niverus a-walc'h eo ar gerioù a denn d'an ourgouilh, marteze dre ma n'eo ket ur si peurdianav d'ar vrezhonegerien.

Ouzhpenn ar gerioù ourgouilh ha lorc'h (pe lorc'hentez) e kaver :

  • ar balc'hder
  • ar bosac'h
  • ar rogoni,
  • an uhelegezh.

Vertuz enebet[kemmañ]

Ouzh an ourgouilh ec'h eneber an uvelded, pe an izelegezh, vertuzioù priziet er gatoligiezh.

Troioù-lavar[kemmañ]

Eus un den leun a ourgouilh e larer alies

  • e vramm uheloc'h eget e revr
  • ez eo uhel ar c'haoc'h en e revr
  • ez eo uhel an tamm gantañ

Troet eo an den lorc'hus da vrabañsal, pe da fougeal, da fogasiñ, ha neuze e lavarer diwar e benn

  • e kan re uhel e gilhog
  • ez eus un ton ennañ
  • ez eo ur sac'h-c'hwezh pe ur sac'h-kaoc'h
  • ez eo c’hwezet evel un touseg

Krennlavar[kemmañ]

  • Lorc'hig voan, Muioc'h a voged evit a dan.