Novembergruppe

Eus Wikipedia

Novembergruppe (strollad miz Du en alamaneg) a zo ur strollad arzourien, sonaozourien ha savourien alaman. Eztaolourien a oa anezho. Krouet e voe ar strollad d’an 3 a viz Kerzu 1918. Diazezet eo e anv war an darvoudoù a gasas da grouidigezh Republik Weimar.

E penn ar strollad e oa Max Pechstein ha Cesar Klein. A-fet arzoù ne oa ket kalz tra boutin etrezo, a-fet politikerezh e oant sokialourien. Pal ar strollad a oa lakaat an arzourien vodern da gaout muic’h a bouez en aozadur ar skolioù-arzoù hag evit a selle ouzh al lezennoù nevez diwar-benn an arzoù. E miz Kerzu 1918 e kenteuzas gant ar strollad anvet Arbeitsrat für Kunst (Bodad al labourerien evit an arz).

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 120 ezel a zo bet, en o zouez : Lou Albert-Lasard (1918-1928), Herbert Behrens-Hangeler (1921-1933), Rudolf Belling, Max Butting (1922 e penn rann ar sonerezh), Heinrich Maria Davringhausen, Walter Dexel (1923), Hanns Eisler, Conrad Felixmüller, Lyonel Feininger (1918), Otto Freundlich (1918), Paul Goesch, Otto Griebel (1924), Karl Jakob Hirsch, Cesar Klein, El Lissitzky, Ewald Mataré (1918), Carlo Mense (1919), Hilla von Rebay, Ludwig Mies van der Rohe, Otto Möller, Paul Schmolling, Artur Segal, Rudolf Schlichter (adalek 1919), Wilhelm Schmid (1918), Heinrich Stegemann (adalek 1919), Georg Tappert, Bruno Taut, Heinz Tiessen, Stefan Wolpe, Walter Kampmann, Niko Wassiliew ha Walter Spies.