Nora Kershaw Chadwick
Neuz
Nora Kershaw Chadwick (1891-1972) a oa ur gelennerez istor eus Bro-Saoz, hag un istorourez. Gant he fried, Hector Munro Chadwick, he deus embannet meur a levr diwar-benn al lennegezhioù kozh.
Lennegezh dre gomz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet eo bet an oberenn-mañ gant Cambridge University Press etre 1932 ha 1940 :
- The Growth of Literature:
- I: The Ancient Literatures of Europe (1932)
- II: Russian Oral Literature, Yugoslav Oral Poetry, Early Indian Literature, Early Hebrew Literature (1936)
- III: The Oral Literature of the Tatars and Polynesia, etc. (1940)
Goude e labouras gant V. M. Zhirmunsky da adembann ha da greskiñ al levrenn III diwar-benn meurganoù e yezhoù Kreizazia, a voe embannet en 1969 hag anvet Oral Epics of Central Asia.
Istor Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivet he deus diwar-benn an div Vreizh (Britannia Major, Britannia Minor) a-gevret gant Myles Dillon ha Kenneth H. Jackson e-touez meur a hini.
- Early Scotland, 1949.
- The colonization of Brittany from Celtic Britain, 1965. (troidigezh c'hallek embannet gant Armeline e 1999, gant an titl La colonisation de la Bretagne armorique depuis la Bretagne celtique insulaire).
- Les Royaumes Celtiques, 1967, gant Myles Dillon. Arthème Fayard en 1974, Marabout en 1979. Adembannet en 1999 gant Armeline e 2001, (ISBN 2-910878-13-9), kresket gant Christian-Joseph Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux.