Noomi Rapace
| Noomi Rapace | |
|
Noomi Rapace e festival filmoù San Sebastián, 2007
|
|
|
|
|
| Anv ofisiel | Noomi Norén |
|---|---|
| Ganedigezh | 28 a viz Kerzu 1979 Hudiksvall, Sveden |
| Broadelezh | svedat |
| Micher(ioù) | Aktorez |
| Lec'hienn genrouedad | Blog Noomi Rapace |
| IMDB | [1] |
Noomi Rapace (ganet Norén d'an 28 a viz Kerzu 1979 e Hudiksvall) a zo un aktorez svedat. Dimezet eo gant an aktor svedat Ola Rapace. He c'hoar, Særún Norén hec'h anv, a zo luc'hskeudennerez.[1] Noomi Rapace he deus gounezet priz an aktorez wellañ evit he ferzh evel Lisbeth Salander en tri film "Millennium", hag anvet eo bet ivez gant an tri film-se evit priz Filmoù Europa.[1]
Nina Norén, un aktorez svedat eo he mamm, ha Rogelio Durán, ur c'haner flamneco a orin eus Badajoz eo he zad. Hervezi ne welas ket kalz he zad a-raok ma varvfe e 2007. Pa oa Noomi Rapace 5 bloaz e kuitaas Sveden da vont da Flúðir, Island, gant he mamm hag he zad-kaer.
Pa oa 7 vloaz Noomi Rapace e c'hoarias er film digomz Í skugga hrafnsins gant Hrafn Gunnlaugsson. A-drugarez d'ar film-se eo e fellas dezhi dont da vezañ aktorez.[2] Pa oa 15 vloaz e kuitaas ti he zdu da vont da zeskiñ ar vicher aktorez e Stockholm. [3] E 1996 e d'hoarias perzh Lucinda Gonzales er stirad Tre kronor. Etre 1998 ha 1999 e studias e Skara Skolscen. E 2000-2001 e labouras e Theater Plaza, en Orionteatern e 2001, e Teater Galeasen e 2002, hag e Stockholms stadsteater e 2003. Meulet eo bet he labour aktorez er film danat Daisy Diamond (2007).
Filmoù ma c'hoari enno (un dibab) [kemmañ]
- Í skugga hrafnsins, 1988
- Män som hatar kvinnor (Millennium 1), 2009
- Flickan som lekte med elden (Millennium 2), 2009
- Luftslottet som sprängdes (Millennium 3), 2009
Notennoù [kemmañ]
- ↑ 1,0 1,1 http://www.thestar.com/entertainment/movies/article/785464--rising-star-became-the-girl-with-the-dragon-tattoo?bn=1 Rising star became the girl with the dragon tattoo, www.thestar.com, Peter Howell
- ↑ www.pressan.is
- ↑ Atersadenn en Telegraph Daily, 18 a viz C'hwevrer 2010