Nobuaki Kanazawa

Eus Wikipedia

Nobuaki Kanazawa, pe Pakkuncho e anv-pluenn[1], zo ur skrivagner romantoù ha senariooù japanat. Ganet eo e prefeti Hiroshima e 1982[2]. Skrivet en deus bet meur a levr evel Tomogui (debrerezh-den).

Bez eo ivez aozour an heuliad romantoù ha mangaoù King's game, m'eo anvet an haroz eveltañ. Bez eo ivez skrivagner an heuliadoù King's Game Extreme, King's Game Origin ha King's Game Spiral.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Nobuaki Kanazawa e 1982 e prefeti Hiroshima. Krog eo da skrivañ romantoù dres goude e studioù er skol-veur. En ober a rae pa oa o labourat er stlenneg. Gant e oberenn gentañ King's game war hezoug e teuas da vezañ un aozour brudet-mat dre Japan.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]