Neuquén (kêr)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Marteze emaoc'h o klask ar pennad Neuquén.

Neuquén zo ur gêr eus Arc'hantina, ha kêr-benn proviñs Neuquén, er reter anezhi, e kember ar stêrioù Limay ha Neuquén, a ya neuze da ober ar río Negro. Pennlec'h an Departamant Confluencia eo ivez.

265,000 a dud zo enni, ha gant se eo brasañ kêr Patagonia Arc'hantina. Dre ma'z eo stok ouzh kêrioù Plottier (e proviñs an Neuquén) ha Cipolletti (proviñs ar Río Negro),ez a d'ober kengêr Neuquén - Plottier - Cipolletti.

Gant dour ar stêrioù e vez douret an douaroù, ha gounit frouezh a vez graet dreist-holl.


Kerioù c'hoar[kemmañ]

Daveoù[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]