Mont d’an endalc’had

NO MA'AM

Eus Wikipedia

NO MA'AM
NO MA'AM
Ardamez an No MA'AM
Padelezh Lodenn 8 tamm 9 - Lodenn 11 tamm 12
Bro Stadoù-Unanet Amerika
Izili 6 d'an uhelañ
Doare Piri enep feministed

Fest

Pennoù Al Bundy

Ar strollad NO MA'AM a zo un aozadur ijinet e bed ar stirad skinwel Married… with Children abalamour da stourm a-enep galloud ar maouezed.

Istor ar strollad NO MA'AM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar strollad NO MA'AM a zo bet krouet gant Al Bundy. Meur a abeg a zo, aet e oa skuizh da vat gant doare bevañ e wreg Peggy Bundy. Ouzhpenn da-se, ha dreist-holl, e vezo ur wech ma vo bet difennet an nozvezh gouestlet d'ar baotred nemetken er sal Bowling gant ur strollad feministed. En tamm 9 eus al lodenn 8 er stirad ez eo krouet ar strollad.

Aozadur an No MA'AM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Yezh orin: National Organization of Men Against Amazonian Masterhood
  • Brezhoneg: Aozadur Broadel ar Piri enep Aotrouniezh an Amazonezed

Al Bundy a zo penn rener an aozadur.

Lec'h pennañ an aozadur a vez e ti Al Bundy, pe er c'harr-di pe el liorzh pe c'hoazh war toenn al lojeiz. Eil lec'h pennañ an aozadur a zo an Nudie Bar, un davarn gant dañserezed hanter noaz.

Palioù an No MA'AM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal pennañ ofisiel an aozadur a vez stourm a-enep aotrouniezh ar maouezed er gevredigezh ha dreist-holl war ho gwazed. Dre vras ar pal gwirion er stirad skinwel a vezo evañ bier ha flemmañ ar merc'hed ha mont d'an davarn Nudie Bar.

10 gourc'hemenn an No MA'AM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. « Gwir a zo da lavarout "brennig" eus ar bronnoù, ha "boestoù laezh" a-wechoù zoken .»
  2. « N'omp ket rediet da walc'hiñ hor divgazel. ("Fall ez eo bezañ Gall" a vez implijet a-wechoù)»
  3. « Gwir hon eus da zrailhañ an dud kasaus.»
  4. « Alvokaded, gwelet an 3de gourc'hemenn.»
  5. « Gwir a zo da vleniañ un oto pabor, ma ro harp d'ar merc'heta.»
  6. « An holl a gemer ar bus, nemedon.»
  7. « Adroomp plas d'ar ger "serc'h" (kompren orgedenn).»
  8. « An neuial kenamzeriet n'eo ket ur sport.»
  9. « Neuial da hanternoz a zo ur sport (catch er vouilhenn a vez implijet a-wechoù)»
  10. « O.K., ne vez nemet 9 anezho, n'eus ket den ebet o vezañ direbech ...»

Enebourien an No MA'AM

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enebourien daonet an aozadur a zo ar F.A.N.G:

  • Yezh orin: Feminists Against Neanderthal Guys
  • Brezhoneg- Feministed a-enep ar piri Neanderthalian

E-penn ar strollad 'se e vezo kavet Marcy D'Arcy.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]