Muntr Bobbie Jo Stinnett

Eus Wikipedia
Lisa Montgomery

Bobbie Jo Stinnett, ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1981 hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Kerzu 2004, a oa ur vaouez dougerez stadunanat oadet a 23 bloaz a oa bet adkavet lazhet en he zi e kêr Skidmore, Missouri. Lisa Marie Montgomery e oa ar muntrer, oadet a 36 vloaz. Mouget he devoa Stinnett ha tennet ar babig 8 miz diouzh he c'hof.Ar babig a oa bet adkavet ha fiziet en tad.

Montgomery a oa bet barnet ha kondaonet e 2007. Lakaet e oa bet d'ar marv dre ur bikurenn goude hanternoz d'an 13 a viz Genver 2021, goude bezañ klasket an holl doareoù galv. Deuet eo da vezañ ar c'hentañ maouez lakaet d'ar marv gant ar Stad kevredadel stadunanat e 67 vloaz, hag ar pevare en holl.