Monarkiezh Zeland-Nevez

Eus Wikipedia

Monarkiezh Zeland-Nevez (ent ofisiel : monarchy of New Zealand) a vez graet eus ar vonarkiezh vonreizhel o ren war Zeland-Nevez. Penn ar vonarkiezh eo ar rouanez Elizabeth II, deuet da vezañ penn ar Stad goude marv he zad, ar roue George VI, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1952.

Goude Emglev Waitangi etre ar rouanez Victoria hag ar Vāoried sinet e 1840, ar Saozon a oa deuet da vezañ mistri Zeland-Nevez, ha penn ar Stad a oa dre ret penn monarkiezh ar Rouantelezh-Unanet.