Mohamed Nasheed

Eus Wikipedia

Mohamed Nasheed (e diveheg: މުހައްމަދު ނަޝީދު) zo ur politikour eus Maldivez ganet d'ar 17 a viz Mae 1967 e Malé. Prezidant ar vro eo abaoe 2008.

Krouet en deus Strollad Demokratel Maldivez hag eneber eo bet d'ar prezidant bet Maumoon Abdul Gayoom. Trec'hiñ a reas anezhañ e dilennadegoù Here 2008 hag e teuas da vezañ prezidant d'an 11 a viz Du 2008. Reiñ a reas e zilez d'ar 7 a viz C'hwevrer 2012 goude ur seurt taol nerzh.