Miguel Matamoros

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Trio Matamoros

Miguel Matamoros a oa a ur c'haner ha sonaozer eus Santiago de Cuba ganet d'ar 5 a viz Mae 1894.

Brudet eo e laz-seniñ anvet Trio Matamoros hag e ganaouennoù deuet da vout oberennoù klasel e bed sonerezh Kuba hag er bed spagnek penn-da-benn. Unan eus krouerien, pe bruderien, ar son kuban e oa, un doare sonerezh eus reter Kuba.

Taolenn

[kemmañ] An Trío Matamoros

E 1925 eo e voe savet en Santiago de Cuba, gant Miguel Matamoros , Siro Rodríguez ha Rafael Cueto an Trío Matamoros hag e 1928 e voe sonenrollet o fladenn gentañ.


Diwezhañ ma kanas an triad dirak an dud a voe e 1960.

[kemmañ] Conjunto Matamoros

Er bloavezhioù 1940 e oa deuet mare ar c'h-conjuntos, anezho lazioù-seniñ brasoc'h, ha savet e voe gant Miguel ar c'h-Conjunto Matamoros. Gant se e ranke ar son kemm e zoare, muioc'h a vinvioù a oa eget er re anvet Sexteto pe Septeto, c'hwec'h pe seizh soner enne.

Ur c'hant pezh a voe enrollet gante, gant mouezhioù brudet evel re Benny Moré ha Carlos Embale. Beajiñ a reas al laz da Santo Domingo, Venezuela, Puerto Rico hag Evrog Nevez.

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Oberennoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all