Mehmed III Giray

Eus Wikipedia

Mehmed III Giray a oa mab da Selamet I Giray ha khan Krimea er XVIIvet kantved.

E 1624 e voe lamet e garg digantañ gant an Otomaned ha lakaet Canibek Giray en-dro war dron Krimea. Nac'h a reas Mehmed III dilezel ar galloud. Tarzhañ a reas ar brezel etre Mehmed III hag e arme Nogayed diouzh un tu ha Canibek Giray hag an arme otoman diouzh an tu all. Trec'het e voe an Otomaned. Mehmed III a aloubas Kefe ha gourc'hemenn ouzh ar boblañs otoman kuitaat ar vro. Emglev a voe sinet neuze hag anavezet Mehmed III evel khan Krimea gant Istanbul.

E 1628 e voe tennet e garg digantañ adarre hag adkroget an emgannoù. Ar wech-se ec'h eas an trec'h gant an Otomaned ha lazhet Mehmed III.



En e raok:
Canibek Giray
Khan Krimea
thum
16231628
War e lerc'h:
Canibek Giray


Mammenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kırım hanlığı kronolojisi gant Oğuz Çetinoğlu e Bahçesaray, niverenn 47-48, Gwengolo-Kerzu 2007