Megaira
Neuz
Megaira (Μεγαιρα / Megaira, e gregach, da lavarout eo « Kasoni », latinekaet e Megaera) a zo unan eus an Erinied. Hi eo a laka ar warizi da sevel en dud hag a ra dezho ober torfedoù. Goude-se e plij dezhi heskinañ, a-gevret gant he div c'hoar, ar vuntrerien he deus broudet da ober o zaol.
Ger gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar anv an doueez-se eo deuet ar ger gallek « mégère », a vez graet er yezh-se eus ur vaouez dihegar pe drougoberius, pa vo graet keben anezhi e brezhoneg, diwar abegoù istorel.