Medalenn Copley

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Medalenn Copley

Ur gopr roet e tachenn ar skiantoù eo medalenn Copley. Ar vedalenn skedusañ roet gant ar Royal Society, an hini goshañ eo ivez. Roet e voe evit ar wech kentañ e 1731.

Krouet e voe ar vedalenn-se goude m'en dije Sir Godfrey Copley, un den pinvidik eus Doncaster, e kreisteiz Yorkshire, roet 100 £ d'ar Royal society. Ezelet e oa bet e 1691.

Unan e-touez an dek medalenn roet gant ar Royal Society eo. Lod a vez roet bep bloaz, lod all n'int ket reoliek. Roet e vez ar vedalenn Copley a bep eil e tachenn ar skiantoù fizik ha skiantoù ar vuhez. Dilennet eo an hini az a ar maout gantañ gant izili ar Royal Society, ouzhpenn e roont 5000 £.