Mastektomiezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E medisinerezh e vez graet mastektomiezh eus lamidigezh ur vronn pe ziv, a-zarn pe a-bezh. Evit stourm ouzh krign-bev ar vronn e vez graet peurvuiañ. E degouezhioù zo, war vaouezed a greder ez int e riskl bras da gaout krign-bev ar vronn e vez sevenet an oberatadenn-se ent-profilaktek, eleze evit diarbenn ar c'hrign-bev kentoc'h eget louzaouiñ anezhañ. Gant lamidigezh ur yoc'henn vronn, en eneb, e vez lamet ur yoc'hennad gwiad kentoc'h eget ar vronn a-bezh.

Diouzh boaz e veze lamet ar vronn a-bezh mar beze tizhet gant ar c'hrign-bev. Alies e veze sevenet ar vastektomiezh e-kerzh ar memes oberatadenn ma veze kemeret ar viopsienn a gadarnae an anaoud. En deiz a hiziv e vez diazezet an diviz seveniñ ar vastektomiezh war ur viopsienn graet abretoc'h. Setu e vezer tuet da brederiañ krign-bev ar vronn hep lemel ar vronn ken alies ha gwezhall. Cheñchet eo an doareoù ober en abeg da zaou dra : eus un tu ez eus bet degaset gwellaennoù er radioterapiezh hag el louzaouadur gant skoazeller (d.s. kimioterapiezh ha terapiezh gant hormon) ha diwar se ne vez ket gwir ken ar reolenn "seul ledanoc'h an ezskejadenn, seul nebeutoc'h a chañs da welet ar c'hleñved o tont an-dro", hag eus un tu all e ouezer bremañ e vez graet metastazennoù abred gant krign-bev ar vronn. N'eo ket un ezskejadenn krenn-ha-krenn a viro ouzh eil yoc'hennoù da zont war wel pelloc'h diwar vikro-metastazennoù a oa bezant kent an dizoloadenn, an anaoud hag an oberatadenn. N'eus nemet ur bihan-niver a grignoù-bev a vez louzaouet gant ur vastektomiezh c'hoazh er broioù diorroet.

Seurtoù[kemmañ]

  • Mastektomiezh simpl (pe "mastektomiezh leun") skeudenn
  • Mastektomiezh krenn-ha-krenn kemmet skeudenn
  • Mastektomiezh krenn-ha-krenn -- ral a wezh e vez graet hiziv an deiz skeudenn
  • Mastektomiezh a zamant d'ar c'hroc'hen skeudenn
  • Mastektomiezh dangroc'hen PMID 11712794 (pennad e saozneg)

Gerdarzh[kemmañ]

Ger skiantel goveliet diwar ar gregaj μαστός "bronn" hag ἐκτομή "skejadenn".

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]