Marv an Indian

Eus Wikipedia

Troidigezh ul levr treset gant Luis Garcia e 1980 evit dastumad "Pilote" an ti embann Dargaud eo Marv an Indian. Pevar istor a gaver el levr : Tecumtha, Batailhon Sant Padrig ha Marc'h Foll hervez istorioù savet gant Jean Ollivier ; Deus al lazhadeg-gouenn d'ar stourm a hiziv gant kenlabour F.H. Cava.

Taolennadur kriz lazhadeg an Indianed gant an Amerikaned eo, hervez gerioù brudet ur jeneral amerikan : "Un Indian mat a zo un Indian marv".

Troet hag embannet eo bet al levr gant Keit Vimp Beo e 1982. E gwenn ha du.