Manama
Eus Wikipedia
Manama (arabeg : المنامة Al-Manāma) eo kêrbenn ha kêr vrasañ Bahrein. E hanternoz enezenn vrasañ ar vro emañ ha war-dro 160.000 annezad zo o chom enni.
Meneg a zo eus Manama er c'hronikoù islamek abaoe ar bloavezh 1345 d'an nebeutañ. Aloubet eo bet gant Portugiz e 1521 ha gant Persiz e 1602. Dindan ren an dierniezh Al C'halifa emañ abaoe 1783. Ur porzh frank eo deuet da vezañ e 1958 ha kêrbenn ar vro e 1971.
E-kerzh an emsavadegoù c'hoarvezet e meur a vro arab e 2011 e oa deuet miliadoù a dud da vanifestiñ e plasenn ar berlezenn, e-kreiz kêr.